The Andrews Sisters a oa ur strollad kanerezed stadunanat en devoa graet berzh bras er bloavezhioù daou-ugent, d'ar mare ma veze ar swing koulz hag ar boogie-woogie diouzh ar c'hiz.
Gant teir c'hoar bet ganet e Minneapolis,
e oa bet savet ar strollad-mañ, oberiant er prantadoù 1925-1951 ha 1956-1967. Yaouank-yaouank o devoa kroget gant ar vicher dre ma ne oa LaVerne nemet pevarzek vloaz, Maxene nav bloaz ha Patty seizh vloaz e penn kentañ an avantur !