The Dark Side of the Moon | |
---|---|
![]() | |
Albom studio gant Pink Floyd | |
Deiziad | 1añ a viz Meurzh 1973 |
Enrollet | Abbey Road Studios, Londrez (Even 1972 – Genver 1973) |
Doare | Progressive rock, psychedelic rock |
| |
Sonerezh | Roger Waters, David Gilmour, Nick Mason, Richard Wright |
Pozioù | Roger Waters |
Padelezh | 42:50 |
| |
Produer | Pink Floyd |
Embanner | • Harvest Records ( ![]() • Capitol Records ( ![]() |
The Dark Side of the Moon ("Tu teñval al Loar") eo eizhvet pladenn ar strollad progressive rock Pink Floyd.
Un albom-meizad (concept album) eo, da lavarout eo n'eo ket un heuliad kanaouennoù distag an eil diouzh eben albom-meizad, un albom mennet da vezañ un hollad eo, ennañ meur a bezh en-dro d'un danvez meret en holl bezhioù : al loar hag ar follentez, a ro dave da gleñved-spered Roger Keith "Syd" Barrett (1946-2006), unan eus diazezerien ar strollad.
Krouet e voe e 1973, ha chom a reas e-pad 741 sizhunvezh e-barzh an American Top-200 (roll an 200 pladenn muiañ gwerzhet) ha gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 45 milion a skouerennoù er bed a-bezh, ha gant se eo ar pevare pladenn muiañ gwerzhet[1].