Heuliad | The Elder Scrolls |
---|---|
Raklec'hiet gant | The Elder Scrolls IV: Oblivion |
Tachenn | RPG, action-RPG, c'hoari video faltaziek, action-adventure game, video game with LGBT character |
Troet gant | 1C Company, Softclub |
Dezerc’her | Jeremy Soule |
Ti-embann | Bethesda Softworks, 1C Company, Softclub |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Deiziad embann | 11 Du 2011, 11 Du 2011 |
Sevener | Todd Howard |
Sonaozer | Jeremy Soule |
Dasparzher | Steam, Humble Store, Nintendo eShop, PlayStation Store |
Lec'h an istor | Skyrim |
Prizioù resevet | Game Developers Choice Award - Game of the Year, New York Game Critic Awards Big Apple Award for Best Game of the Year, D.I.C.E. Award - Role-Playing Game of the Year, Steam Award for Test of Time |
Bet kinniget evit | Steam Award for Test of Time |
Hollved faltaziek | The Elder Scrolls universe |
Tudennoù | The Last Dragonborn, Vaermina, Uthgerd the Unbroken |
Diorroer | Bethesda Game Studios |
Software engine | Creation Engine |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier |
Input device | touchennaoueg, logodenn, gamepad |
Diaz embann | DVD, Blu-ray Disc, embannadur niverel, ROM cartridge, pellgargañ niverel |
Software version identifier | 1.9.32.0.8, 1.9.31.0.8 |
Renkadur CERO | Z (18 vloaz ha koshoc'h) |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Renkadur PEGI | PEGI 18 |
Renkadur USK | USK 16 |
Lec'hienn ofisiel | https://elderscrolls.bethesda.net/en/skyrim |
Aotre-implijout | proprietary license |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
Media franchise | The Elder Scrolls |
Endro e-lec'h e tispak | planedenn ijinet |
Compatible with | Steam Deck |
Announcement date | 11 Kzu 2010 |
Tikedenn Stack Exchange | https://gaming.stackexchange.com/tags/the-elder-scrolls-5-skyrim |
The Elder Scrolls V: Skyrim berraet e Skyrim zo ur c'hoari video roll doare bed digor sevenet gant ar studio Bethesda Game Studios hag embannet gant Bethesda Softworks. Ar pemvet rann ez eo d'an heuliad c'hoarioù video The Elder Scrolls, goude The Elder Scrolls IV: Oblivion. Skyrim a oa bet embannet dre ar bed holl d'an 11 a viz Du 2011 war Microsoft Windows, PlayStation 3, hag Xbox 360. Teir ouzhpennadur doare DLC a oa bet embannet: Dawnguard, Hearthfire, ha Dragonborn. Kendeuzet eo bet ar c'hoari diazez gant an holl DLC en embannadur The Elder Scrolls V: Skyrim – Legendary Edition, a oa bet embannet d'ar 7 a viz Even 2013 evit Europa. Un doare adsevel anvet The Elder Scrolls V: Skyrim – Special Edition a oa bet embannet war Windows, Xbox One, ha PlayStation 4 d'an 28 a viz Here 2016. An embannadur-se a oa deuet maez gant an holl DLC kement hag un adsevel eus ar grafikoù war koñsolennoù pe urzhiataer hag un aotre da sevel modoù (gant ostilhoù profet).
Istor pennañ Skyrim a vez savet tro-dro an dudenn krouet gant ar c'hoarier e-penn kentañ ar c'hoari ar pal a zo da drec'hiñ an aerouant Alduin the World-Eater, un aerouant a c'hellfe distrujañ ar bed hervez ur vojenn. Istor ar c'hoari a dremen 200 vloaz goude hini Oblivion en ur proviñs ijinet hini Skyrim.
E-pad ar c'hoari, ar c'hoari a rank echuiñ kefridioù ha gwellaat e dudenn. Ur bed dieub a ya d'ober ar c'hoari. ar c'hoarier a c'hell fiñval e lec'h ma dezhañ ha pa fell dezhañ. Ar bed-se a zo damm wirion gant anevaled, luskadoù an devezh... Evel en holl c'hoarioù an heuliad ar c'hoarier a c'hell seveniñ kefridioù an istor diazez pe gortoz a-raok mont gant an hent-se.
Skyrim a zo bet sevent dre implij al lusker video Creation Engine, kemmet evit ar c'hoari. Ar skipailh sevenerien o doa choazet ur bed nemetken met liesoc'h evit na oa er c'hoarioù all Oblivion gant ar proviñs impalaeriel Cyrodiil. Ar produer Todd Howard en devoa embannet ne oa ket ken dedennus da gaout ar proviñs impalaeriel nemetken gwelloc'h e oa da gaout ul lec'h gant tiriadoù lies.
Ar c'hoari a zo bet embannet gant un degemer c'hwek, ar vurutelladennoù a oa reoù bammet gant ar sevel an dudenn a c'heller sevel hervez c'hoantoù ar c'hoarier. Buruteladennoù fall a voe war ar c'hudennoù teknikel pa voe embannet. Kentañ sizhun an embann e voe kaset 7 milion kopienn d'ar werzherien, gwerzhet ez eus bet muioc'h evit 30 million kopienn war an holl savennoù.