Rann eus | National Film Registry |
---|---|
Titl | The Great Dictator |
Anv kuzh ar raktres | The Dictator |
Diellaouet gant | Margaret Herrick Library |
Danvez pennañ | faskouriezh, Enepyuzevegezh |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 15 Her 1940, 19 Du 1945, 26 Eos 1958, 22 Her 1960 |
Sevener | Charlie Chaplin |
Senarioour | Charlie Chaplin |
Rener ar skeudennaouiñ | Roland Totheroh, Karl Struss |
Sonaozer | Charlie Chaplin, Meredith Willson |
Produer | Charlie Chaplin |
Embregerezh produiñ | Charles Chaplin Film Corporation, United Artists, Charlie Chaplin Studios |
Dasparzher | United Artists |
Awenet gant | Triumph of the Will |
Mare an oberenn | 1918, Brezel-bed kentañ |
Lec'h an istor | Tomainia, Osterlich, Bacteria |
Lec'h filmañ | Los Angeles, Kalifornia, Malibu |
Liv | gwenn-ha-du |
Notenn ar varnouriezh | 8.9/10, 92% |
Prizioù resevet | New York Film Critics Circle Award for Best Actor, National Board of Review: Top Ten Films |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Supporting Actor, Academy Award for Best Actor, Academy Award for Best Writing, Original Screenplay, Academy Award for Best Picture, Academy Award for Best Original Score |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur ar CNC (Roumania) | A.G. |
Renkadur EIRIN film | G |
Renkadur FSK | FSK 6 |
Renkadur MPAA | G |
Assessment | Test Bechdel, reverse Bechdel Test |
Renkadur Medierådet | Suitable for a general audience |
The Great Dictator (An Diktatour Meur e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Charlie Chaplin e 1940.
E ghetto yuzev ur gêr bennak e vev ur barver dister hag a zo heñvel-vi ouzh Adenoid Hynkel, diktatour Tomania anezhañ ha mennet da ziouennañ an holl Yuzevien. Da-geñver ur skrapadeg ez eo harzet ar barver, a-gevret gant Schultz, enebour touet Hynkel...
Kemeret e vez tud wir er film, evel Hitler ha Mussolini, met cheñchet e vez an anvioù evit ober evel ma vefe ur film faltazi. Deskrivet e vez er film fedoù istorel gwir: ar politikerezh a-enep ar Yuzevien, ar c'hampoù-bac'h, aloubidigezh Aostria... En dibenn ez eus ur gemmennadenn a vroud ar pobloù hag ar soudarded d'en em sevel a-enep an diktatourien.
Ar memes aktour a c'hoari tudenn an Diktatour ha tudenn an troc'her-barv yuzev; moarvat evit ober goap ouzh ar ouennelouriezh ha diskouez eo ingal an holl dud.