Theo van Wijngaarden (1874-1952) a oa ur falser izelvroat. Alies e kaver roud eus e anv asambles gant hini ur falser all anvet Han van Meegeren. Gant van Wijngaarden e veze kempennet oberennoù arzel. Alies e laboure war skeudennoù dister o friz, hag ez ae d'o gwerzhañ da lec'h all en Europa d'ober gounid[1]. Labourat a reas war meur a falsoberenn gant van Meegeren, evel da skouer Plac'h o vousc'hoarzhin, ul livadur a voe lakaet war gont Johannes Vermeer, peogwir e tenne da Blac'h he ferlezenn. Roet e voe al livadur-se da National Gallery of Art (Washington, D.C.) gant an dastumer Andrew W. Mellon e 1937[2],[3]. Alies e veze lakaet Van Wijngaarden da werzhañ falsoberennoù savet gant Meegeren[4].