Labuan (pe Pulau Labuan e malayeg, skrivet e jawieg : لابوان) zo anezhañ un tiriad kevreadel eus Malaysia, bet gwechall ur rann eus proviñs ar Sabah. Un enezeg eo, o vezañ un enezenn vras (75 km²) ha c’hwec’h bihanoc’h, e-tal Sabah ha sultanelezh Brunei.
E 1840 ez eo aloubet an enezenn, didud eo d’ar c’houlz-se, gant ar Saozon. Fellout a ra dezho ober eus Labuan un diazezenn evit brezeliñ a-enep ar vorlaeron, ha diwezhatoc’h, staliañ ur fun etre Singapour ha Hong Kong.
Roet eo al Labuan d’ar Saozon gant Brunei e 1846. E 1848 e teu da vezañ ez-ofisiel trevadenn ar Rouantelezh-Unanet, a-raok bezañ staget ouzh Borneo an Norzh d’ar 1añ a viz Genver 1890, hag ouzh Tiriadoù ar Strizh-mor (Strait Settlementse saozneg) d’an 30 a viz Here 1906. Aloubet eo ar vro gant ar Japaniz etre miz Kerzu 1941 ha miz Even 1945. Staget e vo ouzh Borneo an Norzh d’ar 15 a viz Gouere 1946, hag ouzh Stad Sabah e 1963, anezhi ur rann eus Malaysia.
E 1864 ez a en-dro ur burev-post e Labuan. Timbroù-post India ha re Hong Kong zo bet graet gante hep na vefe boutin an implij anezho : douetañs zo e vezent degaset diouzh ar c’hevandir gant hiniennoù, ha n’int ket bet lakaet e gwerzh e Labuan. Da Singapour e veze kaset al lizhiri da vezañ dasparzhet pelloc’h.
Adalek 1867 e vez implijet ez-ofisiel timbroù Tiriadoù ar Strizh-mor e Labuan, a-raok moulañ timbroù a-espres kaer. Tresadenn poltred mil anavezet ar Rouanez Viktoria I zo da arvestiñ ouzh timbroù kentañ Labuan e miz Mae 1879, met dic’hortoz eo an alc’hwez el lizherennegoù arabek ha sinaek a weler e-kichen ar meneg "LABUAN POSTAGE".
An diouer a dimbroù a gas ar velestradurezh da voulañ soulgargoù liesseurt, da advoulañ un darn eus an timbroù gant livioù nevez. Tra ma oa engravet an timbroù orin, ar re ziwhezañ (miz Ebrel 1894) zo savet hervez teknik ar maendresourezh.
Adal miz Mae 1894, tresadennoù Borneo an Norzh zo bet moulet gant livioù liesseurt, gant "LABUAN" engravet pe soulgarget war an timbroù. D’ar 24 a viz Gwengolo 1896 ez eo lakaet e gwerzh un timbr soulgarget "1846 / JUBILEE / 1896" evit lidañ 50vet deiz-ha-bloaz implij timbroù Borneo an Norzh soulgarget.
An timbr diwezhañ embannet e 1902 evit al Labuan zo ar meneg LABUAN COLONY warnañ ha diskouez a ra ur gurunnenn. Goude bezañ bet staget ouzh Tiriadoù ar Strizh-mor (“Straits Settlements” e saozneg) e 1906 e paouez Labuan a embann timbroù nevez dindan e anv. Ar restadoù a vo implijet e-pad ur prantad-amzer c’hoazh, un tamm mat anezho o vezañ lakaet e gwerzh evit an dastumerion. N’int ket priziet kêr bremañ neuze.
Timbroù Tiriadoù ar Strizh-mor (“Straits Settlements”) a vo implijet adal 1906.