Treamlod

Iliz Treamlod

Treamlod (Ambleston e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Sir Benfro. Adsavet e oa bet an iliz-parrez e 1906 met eus an XIIvet kantved eo an tour.

Talvezout a ra an anv-lec'h, kenkoulz e kembraeg hag e saozneg, kement ha "kêr Amlot", Amlot o vezañ un anv-den normanek[1]. Ouzhpenn kêriadenn Treamlod, ez eus kêriadennoù all er gumuniezh : Wstog ha Wallis. En hanternoz d'ar barrez ez eus un hent kozh a gas betek Tyddewi ; an hent-se a verke gwechall bevenn norzh kantrev Daugleddau, hag e 1602 e verke ivez, hervez al lenneg George Owen, bevenn su ar c'hembraeg e Sir Benfro, anvet linenn Landsker.

E 2011 e oa 382 a dud o chom er gumuniezh ha 129 anezho a oa kembraegerien (34,3%)[2].

  1. Charles, B. G., The Placenames of Pembrokeshire, Library of Wales, Aberystwyth, 1992, ISBN 0-907158-58-7, 395 pajenn
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..