Deiziad krouiñ | 20 Her 1886 |
---|---|
Stad | Arc'hantina |
E tiriad | Rawson Department |
Gwerzhid-eur | UTC−03:00 |
Daveennoù douaroniel | 43°15′12″S 65°18′34″W |
Kod-post | U9100 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.trelew.gov.ar |
Trelew zo ur gêr e biz Proviñs Chubut, en Arc'hantina, er Wladfa. Emañ war lez traonienn izelañ an Afon Camwy, pe Río Chubut, 25 km eus ar mor ha 17 km eus Rawson, kêrbenn ar broviñs, e departamant Rawson,
Dont a ra anv kêr (tre e kembraeg) eus anv Lewis Jones, unan eus Kembreiz kentañ a ziazezas er vro.
Krouet e voe kêr gant enbroidi eus Kembre war-dro ar bloavezh 1886.
Kreskiñ a reas kêr pa voe digoret hent-houarn kreiz Chubut da liammañ traonienn izelañ Dyffryn Camwy ha porzh-mor Porth Madryn. E 1888 n'ae ket al linenn pelloc'h er c'hornog eget Trelew.
100 000 a oa o chom eno er bloaz 2000, met abaoe ma'z eo krog an enkadenn d'ober he reuz e kresk ar baourentez ha niver an dud o vont kuit.
Un aerborzh zo, hini bouezusañ kreiz Patagonia.