Tren hobregonet

Tren hobregonet
doare karbed stourm
Iskevrennad euskarbed hobregonet stourm, tren Kemmañ
Kanolierezh tren treset gant Frank Leslie en Illustrated Newspaper e 1861. E-pad ar Brezel diabarzh stadunanat e oa diazez al linennoù tren ha ret e oa difenn al labourerien rak tagadennoù an enebourien.

An trenioù hobregonet a zo trenioù gwarezet gant un hobregon. An trenioù-se a zo savet alies gant un tren met ouzhpenn-se bagonioù gant armoù evel kanolioù ha mindrailherezioù. Implijet e oant bet dreist-holl e fin an XIXvet hag e-pad an XXvet kantved. Bez e oant bet d'ar mare-se un araokadenn a-fed fiñval un nerzh tagañ pe difenn kreñv ha bliv etrezek ul lec'h stourm. Darn eus ar broioù zo paouezet gant o implij dre ma oa aesoc'h tremen dre an hentoù rak gwellaet e oa bet kalz ar c'harbedoù hent. Al linennoù tren a oa aes da derriñ, ar pezh a oa ur poent fall evit an trenioù hobregonet. Aes e oa ivez tagañ anezho eus an aer. Kevredad Rusia en deus implijet anezho memestra e-pad an Eil brezel Tchetchen (1999–2009).

Soudarded eus ar Wehrmacht o poziñ dirak distruj an tren hobregonet polonat Niverenn 13, lesanvet "Jeneral Sosnkowski", d'an 22 a viz Gwengolo 1939. Er memes devezh, Adolf Hitler en doa gweladennet an tren hobregonet distrujet. Ur vombezenn 250 kg a oa bet stlapet gant ur Ju 87.