Tristão da Cunha

Poltred engravet Tristão da Cunha, Stich, Basel, 1575

Tristão da Cunha (war-dro 1460 — war-dro 1540) a oa marc'heg e kuzul ar roue Manuel Iañ Portugal, ha merdeour portugalat. Anvet e voe, e 1505, da vesroue an Indez portugalat, met n'hallas ket kemer ar garg abalamour d'e yec'hed, dall e oa deuet da vezañ, ha kemeret e voe e lec'h gant Francisco de Almeida. Ezel e oa eus Kuzul Prevez ar roue.

Mab e oa da Nuno da Cunha ha d'e bried Catarina de Albuquerque, merc'h da Luís Álvares Pais ha d'e bried Teresa de Albuquerque; breur e oa Joana de Albuquerque, pried Lopo Soares de Albergaria, 3vet gouarnour India.

E dad a oa mab da João Pereira da Cunha Agostim, brudet evel unan eus an Doze de Inglaterra, ha d'e bried Isabel Fernandes de Moura.

E 1506 e voe anvet da gomandant ar morlu a 15 lestr, an eizhvet kaset da redek mor a-hed aod reter Afrika ha kornog Indez. Dindanañ e oa e genderv Afonso de Albuquerque, a oa e penn ur bagad a bemp lestr a voe dispartiet diouzh ar morlu diwezhatoc'h. O c'hefridi e oa aloubiñ Sokotra ha sevel ur c'hreñvlec'h enni

Goude dizoloiñ an inizi anvet hiriv diwar e anv, da lavarout eo enezeg Tristan da Cunha, e reas ur veaj da Madagaskar, da aod Mozambik, Barawa ha Sokotra, a voe aloubet gantañ. En India e roas skoazell d'ar besroue Francisco de Almeida.



Kannadiezh da Roma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An olifant Hannon hag e v-mahout. Mirdi an Arzoù-kaer, en Angers, Bro-C'hall.

E 1514 e voe kaset da gannad da Roma da-gichen ar pab Leon X. Gant e ambrougadeg pompadus e tremenas dre straedoù kêr Roma, ha gwelet e voe loened gouez ha pinvidigezhioù eus an Indez, en o zouez un olifant anvet Hannon, hag a oa da vezañ profet d'ar pab, daou loupard, ur banterenn, perokeded hag evned dibaot, ha kezeg indian. War gein an olifant e oa un tiig arc'hant, e stumm ur c'hastell, un arc'had a vein prizius hag a bezhioù aour. Degemeret e voent gant ar pab e Castel Sant'Angelo. Teir gwech e taoulinas an olifant dirak ar pab war urzh e vleiner indian, ur mahout a veze laret anezhañ. Sunañ a reas dour eus ur gibell gant e drompilh ha strinkañ an dour war ar bagadoù gardinaled.

En deiz-se ivez e oa ur frikorneg a voe treset gant al livour alaman Albrecht Dürer war ur c'hoadengravadur brudet bras. Ha daoust ma ne oa ket eno en deiz-se e teuas a-benn d'ober un dresadenn resis a-walc'h diwar ar c'homzoù a glevas.

Goude ma ne voe morse roet dezhañ ar garg a vesroue India, e voe anvet e vab Nuno da Cunha da 9vet gouarnour India en 1529.

Beziet eo Tristão da Cunha en iliz Nossa Senhora da Encarnação, eus ar XVIIvet kantved, en Olhalvo? e-tal Alenquer.