Táin Bó Cúailnge ([t̪ˠaːnʲ boː ˈkuəlʲɲə]), "Skrapadeg saout Koualnge"[1] pe Cúalnge[2] pe Cuaille[3], zo ur meurgan eus gwengelouriezh Iwerzhon.
Danevellet ez eus enni ur brezel hag a gasas ar rouanez Méabh, eus Connacht, a-enep Ulaidh evit skrapat un tarv estlammus. Difennet e voe Ulaidh gant an haroz Cúchulainn.
Anavezet eo ar vojenn dre skridoù ken kozh hag an XIIvet kantved, met koshoc'h c'hoazh eo an danvez anezhe, a zeuje eus an amzervezh rakkristen. Honnezh eo an destenn bennañ er skridoù a anver an Rúraíocht, "Kelc'hiad Ulaidh".
|