An impalaer Tự Đức 17 July 1883) (anv klok: Nguyễn Phúc Hồng Nhậm, avet ivez Nguyễn Phúc Thì) oa pevare impalaer eus tierniezh Nguyễn a Viêt nam. Renet en deus etre 1847 ha 1833.
Ganet eo bet d'an 22 a viz Gwengolo 1829. Aet eo da Anaon d'ar 17 a viz Gouere 1883.
Ar priñs Nguyễn Phúc Hồng Nhậm oa mab an impalaer Thiệu Trị. Kemer a reas an anv a Tự Đức pa gemeras plas e dad war an tron. Kregiñ a reas reuz e vro rak n'en doa ket Thiệu Trị doujet ouzh gwirioù e vab henañ Hồng Bảo, habaskoc'h, evit reiñ an tron da Dự Đức, heulier dibleg kelennadurezh Konfusius, enebour d'an estrenien ha d'an nevezintioù. Abalamour da bolitikerezh gwaskus an impalaer kozh e oa kalz a dud drouklaouen gant renadur ar familh Nguyễn ha kavout a reas ar re-mañ ur rener reizh gant Hồng Bảo.
Liesseurt oa ar e a savas enep Tự Đức : gouizieien konfusianegour a gave direizh ne vije ket bet sentet ouzh urzhaz ar familh, tud a chome aduidi ar rummad-impalaerien Lê gwelet ganto evel renerien reizh Viêt Nam, kouerien enep an tailhoù bet lakaet warno, mandarined aet brein, misionerien katolik ha tud deuet da vezañ kristenien bet gwallgaset gant Minh Mạng ha Thiệu Trị. Buan e voe arme Tự Đức trec'h war an emsavidi. Từ Dũ, mamm Tự Đức a viras outañ da lazhañ e vreur met Hồng Bảo en em lazhas en toull-bac'h.
Kendelc'her a reas Tự Đức gant politikerezh e ziagentourien : serriñ Vietnam ouzh an diavaez, nac'h modernaat ar vro. Un den desket ha seven oa hervez an testenioù met e bolitikerezh a zegasas un diemglev gant Europa ha n'helle ket Vietnam gounit.
Gwaskañ a reas an estrenien hag ar gristenien o doa klasket diskar e ziagentourien meur a-wech evel e-kerzh emsavadeg Lê Văn Khôi. Klak a reas ar mandarin kristen Nguyễn Trường Tộ displegañ dezhañ e oa ar politikerezh-se un hent-dall met ne selaouas ket. Krediñ a rae he doa Frañs trawalc'h d'ober en Europa goude emsavadegoù 1848 evit enebiñ outañ. Faziet e oa.
Kas a reas Frañs ur c'horf brezelekaat bras ha tagañ a reas adalek su Viêt Nam. Stourm kalonek a reas armeoù Nguyễn e-pad ur mare met re diamzeret oa o armoù hag o zaktik evit dont a-benn eus ar C'hallaoued. Goulenn a reas Tự Đức sikour digant e bennaotrou, impalaer Qing Sina. Kregiñ a reas neuze brezel etre Frañs ha Sina. Echuiñ a reas an emgannoù tro-dro da Hanoï etre Frañs hag armeoù Sina hag ar morlaeron Banieloù-Du gant trec'h Frañs. Dilezel a reas impalaer Sina e aotrouniezh gladdalc'hel war Vietnam. Anavezout a reas renerezh Frañs war ar vro.
Gwashaet e vo an traoù gant emsavadegoù nevez e diabarzh ar vro. Ur boaz oa a-hed prantad ren ar rummad-impalaerien Nguyễn. kantadoù a emsavadegoù bihan a c'hoarvezas enep o renerezh. Ar gwaskerezh kriz met diefed enep ar visionerien gristen a voe ur vammenn vras a reuz. Muntr meur a eskob spagnol a roas abeg d'ar C'hallaoued ha d'ar Spagnoled da aloubiñ ar vro hag a zegasas kemeredigezh Saigon. E 1848 e roas Tự Đức urzh d'an holl gristenien vietnamat dilezel o relijion pe e vefent merket war o dremm gant ur sin a zisivoud hag e vefe lemmet diganto pep gwir. Lakaat a reas se an holl Europiz enep dezhañ hag e pellaas pep spi da gaout sikour evel reuzied ar bed diavaez.
Pa oa an armeoù gall o tostaat eus ar gêr-benn e krogas emsavadegoù. Aon en doe Tự Đức o welout e c'halloud diskaret. Gwelloc'h e voe dezhañ en em glevout gant ar C'hallaoued daoust d'an dilezadurioù mezhekaus a vefe d'ober evit gellout bezañ trec'h war an emsavadeg. Asantiñ a reas e teufe lodenn su Vietnam, Kochinchina, da vezañ un drevadenn c'hall hag e vefe e vro dindan warez Frañs. Kounnar a savas ha meur a hini a nac'has an emglev hag a stourmas evit frankiz o bro o tamall da Dự Đức bezañ gwerzhet e vro.
Ne vevas ket evit gwelout efedoù gwashañ an trevadennerezh. gwelet e vez evel diwezhañ impalaer Vietnam peogwir e voe en hini diwezhañ o ren ar vro en un doare dizalc'h. Mervel a reas e 1883. N'en doa bet bugel ebet. Lezel a reas e dron d'e vab advabet Dục Đức a voe lamet e garg digantañ goude tri devezh gant kargidi eus al lez. Ur breur da Dự Đức, Hiệp Hòa,a glaskas kendelc'her gant ar rummad-impalaerien. Impalaer e voe etre miz Gouere ha miz Du 1883, ar c'hwec'hvet impalaer Nguyễn.
En e raok Impalaer Thiệu Trị |
Tierniezh Nguyễn | War e lerc'h Impalaer Dục Đức |