Rann eus | Franciscan family, Urzh ar Vreudeur minor |
---|---|
Deiziad krouiñ | 13. century |
Anv berr | O.F.M. |
Relijion | Iliz katolik roman, Katoligiezh |
Anvet diwar | Frañsez a Asiz |
Diazezer | Frañsez a Asiz |
Den e penn an aozadur | Minister General of Order of Friars Minor |
Sez sokial | Roma |
Danvez pennañ | lifestance organisation |
Chomlec'h | Roma, Via di S. Maria Mediatrice, 25 |
Niverenn bellgomz | +39-06-684-919 |
Fax number | +39-06-638-0292 |
Postel | mailto:comgen@ofm.org |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ofm.org/ |
Urzh ar vreudeur minor (Ordo fratrum minorum e latin), pe urzh ar Frañseziz, zo un aozadur relijiel katolik bet krouet gant Sant Frañsez a Asiz (Giovanni di Bernardone e anv gwirion), eus Assisi, en Italia. E 1210 e voe degemeret ar reolenn gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant ar pab Inosant III. Un urzh kesterien eo, evel ar re a voe savet en XIIvet kantved en Europa.
Ordo fratrum minores eo anv ofisiel an urzh, a vez berraet en "O.F.M.". Hiziv emañ ar skourr pennañ (an O.F.M.), ar vreudeur kouent (O.F.M. kouent) hag ar Gabusined (O.F.M. Kabusined).
Lesanvioù zo bet roet da leaned an urzh-se : ar Frañseziz, ar "Gordennerien", ar "vreudeur-vihan".
E-maez an urzh e kaver kumuniezhoù katolik a ra dave da sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit ar maouezed, Urzh an Itronezed paour, zo bet savet ivez en Asiz gant Santez Klara da vare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.
Gant sant Frañsez ivez e voe savet an Trede Urzh frañsezat, ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ reolennoù ar frañseziz hep mont da lean. Un nebeud kumuniezhoù Katoliked-kozh ha Protestanted-kozh zo ivez.
Klask a reas sant Frañsez chom hep sevel un aozadur ken kemplezh hag ar re a oa evit an urzhioù menec'h all. E 1209 e krouas unan, a ziazezas war ar baourentez hag ar prezegerezh : diwar an aluzen ha labour o daouarn e ranke ar vreudeur bevañ.
E 1210 e roas ar pab Inosant III an aotre dre gomz da gendelc'her gant ar gumuniezh. E 1210 e voe savet un eil kumuniezh da heuliañ reolenn sant Frañsez : urzh an Itronezed paour, anvet ivet Urzh santez Klara diwar he diazezourez, Chiara Offreduccio di Favarone.
E 1217 e voe rannet Italia e rannvroioù frañsezat, ur "maodiern-rannvro" e pep hini anezho. Enebiñ a reas sant Frañsez ouzh un urzhazh kempleshoc'h. D'ar mare-se ez eas sant Frañsez da Balestina, o lezel daou vreur e penn an urzh.
Diwar intrudu an daou vreur-se ez embannas ar pab Honorius III ur vuilh a redias ar vreudeur nevez da gaout ur stummadur e-pad ur bloavezh, d'em ouestlañ ez-ofisiel er relijion gristen, hag a embannas e vije ensellet ar prezegerezh.
Enep ar c'hemmoù-se e savas sant Frañsez pa zistroas eus Palestina e 1220. Diwar gourc'hemenn ar pab e savas ar reolenn gentañ, anvet Regula Prima e latin.
E 1223 e rankas kemmañ ar Regula Prima, a veze barnet re hir ha re strizh. Un eil reolenn a voe neuze, anvet ar Regula bullata abalamour ma voe degemeret gant Honorius III dre ur vuilh all.