Ar Vanir, pe Vaned (unander : Vanr) zo ur strollad doueed eus ar vitologiezh norzhek. Liammet e vezont peurvuiañ ouzh ar yec'hed, ar frouezhusted, ar furnez hag ar galloud da ziouganañ an amzer da zont. Gant an Æsir ez eont d'ober daou diegezh an doueed. Roet o deus o anv d'o rouantelezh : Vanaheimr ("Kêr ar Vanir" e norseg). Goude ar Brezel etre Æsir ha Vanir e teuas ar Vanir da vezañ un is-strollad eus an Æsir. A-wezhioù zoken e reer anv eus ar Vanir evel pa vefent Æsir o-unan.
Ar Vanir zo meneget en Edda e gwerzennoù, lakaet dre skrid en XIIIvet kantved diwar mammennoù hengounel dre gomz koshoc'h. An Edda e komz-plaen hag ar Heimskringla skrivet gant Snorri Sturluson a gomz diwar o fenn ivez.
Ar holl vammennoù a daolenn Njörðr hag e vugale Freyr ha Freya evel izili eus ar Vanir. Kvasir a oa unan anezho ivez. Ouzhpenn da se, ar Heimskringla a zanevell e oa pedet Vanaheimr gant ar roue Sveigðir, ma kejas ouzh ur vaouez anvet Vana hag ur bugel a oa ganet ganto : Vanlandi (Ar paotr a za eus rouantelezh ar Vaned).
Doueed Heimdall hag Ullr a vez lakaet da izili ar Vaned. Pezhioù aour bihan ma vez engravet lunoù liesseurt hag anvet Gullgubber a skeud ar Vaned marteze ; kavet ez eus bet anezho e kalz lanneier eus mare ar Vikinged e Lec'hlenn. Da soñj lod eus ar gelennerien e oa ar Vaned doueed an Neolitik pe zoueed ar c'hent-Indezeuroped, ur stumm eus an doueed-se a hañval bout bet azeulet gant an Angled-ha-Saozon.