1822: Ganedigezh. Mab eo da Jeanne Le Meut, ferourez, ha da vMichel Massé, genidik eus Landerne, tacher e porzh An Oriant.
1827: Beuzet eo bet e dad er porzh. Un nebeud mizioù diwezhatoc'h ez a Félix hag e vamm da chom da bPariz. Donezet-kaer eo Félix war ar sonerezh, e vistri-skol vihan a ali dezhañ mont da soner a-vicher.
1830: Ensavadur Sonerezh Klasel ha Relijiel. Skoazellet gant ar Stad e tegemer ar skol un nebeud skolidi baour, danvez enno. Ken donezet eo Félix ma ro kentelioù d'e gamaladed.
1834: Skol Sonerezh Pariz. Unan eus ar studierien wellañ eo (1836: aksesit solfadurezh ha goude tri c'hentañ priz: 1839 piano, 1840: kensoniezh hag eilerezh, 1843: kendonouriezh ha fugenn).
1944-1946: Villa Medici e Roma goude ar priz gounezet gant "Ar renavi eus Tanger". Cheñch a ra e anv e Victor.