Iliz katolik Saint André, kroget oa bet he sevel en XIIvet kantved, met an darn vrasañ anezhi hag he c'hloc'hdi a voe savet er XIVvet kantveden. Meur a wezh e voe adkempennet, en XIXvet kantved. Distrujoù a voe e 1944, adsavet e voe e penn kentañ ar bloavezhioù 1950[3].
Er goañv 1961-62 e voe troet ar film Un singe en hiver eno gant Henri Verneuil (1920-2002) : evit ezhommoù ar filmaozour gall e teuas Vierville-sur-Mer da vezañ "Tigreville" e-pad un nebeud sizhunioù...