Ar Vikram Samvat (Bikram Sambat, Vikram Samvat pe Vikram Samwat, Devanagari:विक्रम संवत्, berraet "V.S.") zo un deiziadur savet gant an impalaer Indian Vikramaditya. Implijet e vez gant ur bern tud en India ha deiziadur ofisiel Nepal an hini eo.
Savet e oa ar Vikrama Samvat gant an impalaer Vikramaditya eus Ujjain[1] da-heul e drec'h war ar Sakaed e 56 kent J.K., daoust ma'z eo liammet alies ha dre fazi ouzh ar roue Chandragupta Vikramaditya a zeuas e c'houde. Un deiziadur loarel eo diazezet war an hengoun hindouek kozh (sellet ouzh deiziadur hindouek hag Unanennoù muzuliañ India). An deiziadur Vikram Samvat zo erru 56,7 vloaz goude an Deiziadur gregorian. Da skouer, ar bloavezh 2056 BS a grog e CE 1999 hag a echu e CE 2000. En norzh India e krog an deiziadur gant an deiz kentañ goude al loar nevez e miz Chaitra, ar pezh a glot peurliesañ gant miz Meurzh/miz Ebrel en Deiziadur gregorian. En kornôg India e krog gant ar c'hentañ deiz goude al loar nevez e miz Kartika, ar pezh a glot peurliesañ gant miz Here ha miz Du en Deiziadur gregorian. En Nepal e teraou e kreiz miz Ebrel ha merkañ a ra deroù ar bloavezh heolel nevez.
En India e vez implijet an Deiziadur Saka ez-ofisiel met interesant eo gouzout, diwar-benn stumm hindek eus rakprezeg Bonreizh India, ez eo skrivet an deiziad ma oa digemeret, d'ar 26 a viz Du 1949, hervez ar Vikram Samvat (Margsheersh Shukla Saptami Samvat 2006 ).
Nnn | Anv | Nepaleg | Deizioù |
---|---|---|---|
1 | Baishākh | बैशाख | 30 / 31 |
2 | Jeṭha | जेष्ठ or जेठ | 31 / 32 |
3 | Asār | आषाढ़ or असार | 31 / 32 |
4 | Sāun | श्रावण or साउन | 31 / 32 |
5 | Bhadau | भाद्र or भदौ | 31 / 32 |
6 | Asoj | आश्विन or असोज/अगहन | 30 / 31 |
7 | Kartik | कार्तिक | 29 / 30 |
8 | Mangsir | मार्ग or मंसिर | 29 / 30 |
9 | Push | पौष or पुष/पूस | 29 / 30 |
10 | Magh | माघ | 29 / 30 |
11 | Falgun | फाल्गुन or फागुन | 29 / 30 |
12 | Chaitra | चैत्र or चैत | 30 / 31 |
Nnn | Anv | Yezhoù Norzh India | Deizioù |
---|---|---|---|
1 | Vaishakh | वैशाख or बैसाख | 30 / 31 |
2 | Jyeshtha | ज्येष्ठ or जेठ | 31 / 32 |
3 | ñAashadh | आषाढ़ | 31 / 32 |
4 | Shraawan | श्रावण or सावन | 31 / 32 |
5 | Bhadrapad | भाद्रपद or भादो | 31 / 32 |
6 | Ashvin | आश्विन | 30 / 31 |
7 | Kartik | कार्तिक | 29 / 30 |
8 | Aghrahaayan | अग्रहायण or मार्गशीर्ष | 29 / 30 |
9 | Paush | पौष or पुष/पूस | 29 / 30 |
10 | Magh | माघ | 29 / 30 |
11 | Phalgun | फाल्गुन or फागुन | 29 / 30 |
12 | Chaitra | चैत्र or चैत | 30 / 31 |
Dont a ra anv an deiziadur-se diwar hini ar roue Vikramaditya a Ujjain. Goude seizidigezh ar galloud gant gant an oligarked Rana en Nepal, e teuas ar Vikram Sambat da vezañ implijet en un doare diofisiel e-kichen ar Shaka Sambat a oa an deiziadur ofisiel e-pad pell. Paouez a rejont d'ober gant ar Shaka Sambat en e 1823vet bloavezh hag a implijas ar Vikram Samwat en e lec'h evit an deiziadoù ofisiel abaoe. Vikram Sambat a grogas da vezañ implijet en un doare ofisiel en e 1958vet bloavezh. Implijet e vez stank an deiziadur-se e kornôg India, ma vez anvet Vikram Samvat.
Deroù an deiziadur zo sañset lidañ trec'h ar roue Vikramaditya war ar Sakaed, o doa aloubet Ujjain.