Völsunga saga

Tresadenn engravadur Ramsund deiziet eus 1030, a skeudenna Saga Völsunga war ur roc'h e Sveden. Sigurd zo azezet dirak an tan en ur fardiñ kalon an erouant Fafnir.

Ar Saga Völsungel (pe Saga ar Völsunged) zo ur saga damvojennel, skrivet e norseg e fin an XIIIvet kantved mes gant un orin koshoc'h bras. Kontiñ a ra orin ha diskar klann ar Völsunged (gant istor Sigurd, Brynhild ha diskar ar Vurgonded). Hi zo unan ag ar sagaioù brudetañ hag ur skouer a veulgan harozel er bed german.

Ar saga a zanevell ar stourm a zo etre hendadoù Sigurd, Sigurd o lazhiñ erouant Fafnir, ha milligadenn ar walenn Andvaranaut.

Diazezet eo ar saga war meurgan an Edda gozh. An roud koshañ ag an c'han-se eo engravadur Ramsund e Sweden a voe graet war-dro 1000 AD.

Orin an danvez zo koshoc'h a-dra-sur ha kontañ a reer darvoudoù tremenet e-pad Mare an divroadegoù, distruj Rouantelezh ar Vurgonded gant an Huned er pempvet kantved. Lod a varzhonegoù an Edda gozh a gonta darvoudoù ar saga. Hogen deiziet eo an dornskrid koshañ (Ny kgl. Saml. 1824 b 4to) eus 1400 ; miret e vez e Lenndi Roueel Danmark. En dornskrid-se eo heuliet ar saga gant istor Ragnars Loðbrók.

Ar saga a c'hall bout rannet e pemp lodenn: ar rummadoù kozh, Sigurd hag e familh advugelañ, Sigurd hag ar C'hjukinged, Gudrun hag ar Vudlinged, hag eured Gudrun diwezhañ.

Ar rummadoù kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diviz kentañ a gonta istor hendadoù Sigurd. Krogiñ a ra gant Sigi, un aotrou forbannet eus e vro rak muntr e thrall. Goude meur a zarvoud e stalias e c'halloud war an Huned. Breudeur e wreg a grogas da vout gwarizius ouzh galloud Sigi hag e savjont un arme outañ. Sigi a voe lazhet e-pad an emgann hag e vreudeur-kaer a renas da neuze. Rerir, mab Sigi, a zialas e dad pa lazhas e eontred hag adkemer tron e dad. Un nebeud amzer goude e varv e c'hanas e vab, Volsung. Volsung a greskas hag e timezas gant Hljod, merc'h ur ramz. Volsung ha Hljod o devoa 11 bugel, ar re goshañ eo ar c'hevelled Sigmund ha Signy.

En eured Signy gant Roue Siggeir, Sigmund a zismegañsas e vreur-kaer. An darvoud-se a daolas un heuliadenn a lazhadennoù o krogiñ gant Siggeir hag a zisachas ar Roue Volsung hag e vibien en un antell. Volsung zo bet lazhet hag ar baotred kaset d'un toullbac'h, pep hani a voe debret gant ur vleizez nemet Sigmund a-drugarez d'e c'hoar hag a sikouras Sigmund da vont kuit da guzhat er c'hoadoù. Gant an amzer e c'hanas Signy daou vab. Kas a reas he mibien da Sigmund evit e harpañ da zialiñ ar Volsunged. Hogen c'hwitet e oa bet an amprouennoù kadarnded gant an daou baotr neuze e oa bet lazhet gant Sigmund dre urzh Signy peogwir e vennas ne oant ket gouest evit dial. Signy a lorbas he breur Sigmund da roiñ dezhi ur mab, daet eo a-benn gant Sinfjotli (gwad volungel ennoñ) a yeas da vout ur gour galloudus gant ur pal hepken: dialiñ e dad-kozh hag e eontred. Gant e dad Sigmund e voent trec'h war Siggeir hag e lazhjont anezhañ. Goude-se e tistrojont d'o bro, ha Sigmund a renas e-pad kalz a vloavezhioù.

Goude e zistro, Sigmund a zimezas gant Borghild hag e voe ganet ur mab anvet Helgi. Pa oa daet war an oad e kejas Helgi gant Sigrun, merc'h Roue Hogni, hag e c'hoantaas dimeziñ ganti. Mes respont a reas e oa fiañset gant Roue Hodbrod, neuze e oa bet savet un arme gant Helgi ha Sinfjolti d'aloubiñ rouantelezh Hodbrod. Hodbrod a voe lazhet gant Helgi hag an eured a heulias. Sinfjolti en em gavas e karantez gant ur plac'h eus ar vro hag e lazhas ur gour all e-keit un emgann da c'hounit kalon ar goantenn, newazh an trec'het a oa breur Borghild. Sinfjotli a voe pistriet betek ar marv ganti da neuze. Ha Sigmund a forbannas anezhi e-maez ar rouantelezh.

E fin e vuhez e timezas Sigmund gant Hjordis, merc'h roue Eylimi. An aotroù hag a oa fiañset ganti a voe fuloret bras hag e kroga ur brezel gant ar goulenner, ha gloazet-du e oa bet Sigmund. Goude an emgann e kavas Hjordis he mignon hag eñ a urzhias dezhi miriñ e gleze betek an deiz e vo roet d'e vab pa vo bras ha kreñv. Neuze e oa bet kaset Hjordis gant Alf, mab Hjalprek, Roue Danmark. Mes un nebeud a amzer goude e c'henelas Sigurd, mab Sigmund. Sigurd a vo disavet e lez Hjalprek gant Regin, e ventor.

Sigurd hag e familh-kaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hjordis a c'henelas Sigurd hag a oa kreñv, kadarn ha brudet tre. Hi a zimezas gant Alf, ha Sigurd a voe kelennet gant Regin, mab Roue Hreidmar. Sigurd a glaska ur marc'h e-barzh ur c'hoad hag e kejas gant Odin hag a roas dezhañ Grani, hil Sleipnir ha gwelloc'h eget forzh peseurt marc'h. Regin a alias Sigurd bosañ Fafnir an erouant da vout pinvidik.

Da neuze e konta Regin un istor da Sigurd: Hreidmar e dad a zo tri mab dezhañ: eñ, Otr, ha Fafnir. Otr a zo ur pesker heñvel d'un dourgi, Fafnir zo bras ha ferv, ha Regin-eñ zo barrek e govel houarn. Un deiz e oa Odin, Loki ha Hœnir o pesketa hag e lazhjont Otr en e stumm loen, e zigroc'henañ hag e zebrañ. Roue Hreidmar a zizolas ar muntr hag e c'houlennas dezho goloañ ar groc'hen gant aour. Loki a laeras aour Andvari ar c'horr ha setu e oa bet paet an daspren. Mes ar c'horr a milligas ar walenn Andvaranaut ("Prof Andvari") o lavaret e lazho en holl a zougfe anezhañ. Diwezhatoc'h e lazhas Fafnir e dad, kuzhas e gorf ha kemeras holl an teñzor. Da neuze en em dreuzformas en un erouant, ha Regin a zeuas da vout gov evit ar roue.

Regin a c'hovelias daou gleze Sigurd, mes pep hini a dorras pa zornatas anezho. Mamm Sigurd a roas dezhañ kleze e dad: Gram ha Regin a adgovelias anezhañ. Sigurd a gemeras ar c'hleze nevez-flamm hag e troc'has an annev gantañ, setu e touas dialiñ e dad o lazhas Fafnir. Da gentañ e yeas da welet an diouganer Gripir ha goulenn a reas peseurt planedenn zo dezhañ. Gripir a respontas dezhañ, ha Sigurd a zistroas da Regin da lavaret e vo ret dezhañ dialiñ e dad a-raok lazhiñ Fafnir. Sigurd a verdeiñ betek rouantelezh Hunding, lazhas ur bern annezidi hag e lakaas an tan war ar stalioù. Un emgann dihegar a c'hoarvezas etre eñ ha Lyngvi ha mibien Hunding, newazh e lazhas Sigurd oll an dud gant Gram.

Sigurd a yeas da diriad Fafnir hag e kleuzias da dagellañ an erouant gant alioù Odin. Daet eo a-benn hag e stokas kalon Fafnir pa oa o kouezhañ. Pa oa Fafnir o vervel e c'houlennas gant Sigurd eus pesort tiegezh eo hag e lazhas e vo Regin hini a lazho anezhañ. Sigurd a zistroas da Regin hag e roas gwad an erouant dezhañ. Sigurd a tañvas gwad kalon an erouant ha diouzhtu e komprennas yezh an evned. Neuze e selaouas ouzh pokerigoù hag a lavarjont en devoa raktreset gant Regin lazhas anezhañ, ha neuze e zlefe debriñ ar galon e-gunan, lazhiñ Regin, kemer an aour, ha mont da gastell Brynhild. Sigurd a gemeras an Tokarn-Spontha Andvaranaut, hag e yeas kuit o marc'hañ Grani.

Sigurd a kerzhas e tiriad ar Franked e lec'h ma gavas ur brezelour o huniñ. Sigurd a lemas an tokarn hag e welas e oa ur plac'h, hag e troc'has e sae-vailhek. Dihuniñ a reas hag e kontas dezhañ e oa gourc'hemennet gant Odin en em zimeziñ-hi, mes nac'hiñ a raio. Brynhild a roas bier dezhañ hag e kanas barzhonegoù a-ziwar ar runoù boemus. Goude un diviz hir e vennjont en em zimeziñ.

Sigurd hag ar Gjukinged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sigurd a marc'has betek lann Heimr. Heimr zo dimezet gant Bekkhild, c'hoar Brynhild. Sigurd e welas Brynhild o wiadiñ ur ballenn aour er c'hastell.

Roue Gjuki a zo dimezet gant Grimhild a zo barrek e huderezh, hag o mibien int Gunnar, Hogni, ha Guttorm. O c'hoar Gudrun a hunvreas e oa ur falc'hun aourek ma voe gwelet gant Brynhild evel he gwaz dazont. Komz a rejont diwar galloud Sigurd hag an diougan a-zivout eñ hag e c'hanedigezh. War lerc'h e devoa Gudrun un hunvre nevez diwar ur c'harv hollgaer, ha Brynhild a soñja e oa Sigurd hag e tivizas dimeziñ gantañ.

Sigurd a zegouezhas dirak Gjuki gant Grani hag e deñzor. Grimhild a roas ur bannac'h dezhañ hag e ankouaas Brynhild. Gunnar hag ar re all a douas breudeuriezh gant Sigurd, hag e timezas gant Gudrun. Gudrun a zebras ul lodenn a galon an erouant, hag e zeuas da vout dougerez Sigmund, mab Sigurd. Newazh e klaskas Grimhild kendrec'hiñ Gunnar dimeziñ gant Brynhild. Sigurd hag an tri breur a yeas da welet Roue Budli da c'houlenn dorn Brynhild. Hi zo en ur sal gourizet gant tan. Sigurd ha Gunnar eskemm o neuzioù, ha Sigurd a c'houlennas dorn Brynhild gant dremm Gunnar. Brynhild a asantas rak he le, hag ur merc'h a vo krouet ganto; anvet Aslaug, ha disavet a vo gant Heimr.

Brynhild ha Gudrun a dabutjont evit gouzout pe husband a za ar gwellañ, ha Gudrun a ziskouezas dezhi ar walenn en doa roet Sigurd. Brynhild a anavezas ar walenn hag e komprenas e oa bet bratellet.

Gunnar a gomzas gant he breur da vennañ ma zlefe bet lazhet Sigur ha gwariñ Brynhild pe get. Mennet a rejont roiñ kig-bleiz ha kig-naer da Guttorm d'e droiñ feulst ha lazhiñ Sigurd e-pad e hun. Sigurd a zihunas hag e taolas e gleze Gram ouzh Guttorm hag droc'has e daou damm. Brynhild a c'hoarzhas pa glevas Gudrun o oueliñ, ha Gudrun a lavaras da Gunnar en devoa graet un droukfazi o lazhiñ Sigurd. Brynhild en em lazhas a-raok diouganniñ dazont Gunnar ha Gudrun. Gunnar a lakaas anezhi war ur c'heuneudeg gant Sigurd, Guttorm, ha mab sigurd tri bloaz dezhañ.

Gudrun hag ar Budlinged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl a hirvoude marv Sigurd ha mont a reas kuit Gudrun, ha e kouezhas ar galloud dindan Half eus Danmark. Grimhild a gavas Gudrun ha gourc'hemennas dezhi dimeziñ gant Atli a enep he youl. Gwreg Hogni, Kostbera, a gonta he hunvre dezhañ e lec'h ma welas marv Hogni gant Atli, mes ne kredas ket anezhi. Glaumvor, gwreg Gunnar, a welas hag a gontas an hevelep darvoud da Gunnar. Gunnar ha Hogni a yeas da Atli gant Vingi. Vingi reveals he betrayed them, and Gunnar and Hogni kill him with their axe handles.

Atli a touas e tialo Sigurd o lazhiñ e vreudeur-gaer. Gudrun a glaskas paouziñ an emgann, mes a-benn ar fin e tapas ur wisk-houarn hag ur c'hleze hag e stourmas gant he breudeur. Kalz a gampion eus Atli zo bet lazhet. E touesk e arme e chomas bev hepken Gunnar hag Hogni hag int bet bac'het. Kalon Hogni a zo lemet diouzh e gorf ha diskouezet da Gunnar. Gunnar a voe bountet en un toull leuniet gant naeron e-pad ma Gudrun a zigasas un delenn dezhañ hag e sonnas gant e vizied-troad. Holl an naeron a chomas kousket nemet unan a tagas e galon, setu penaos e varvas.

Gudrun ha Atli a aozjont ur gouel kañv. Gudrun a lazhas an daou vab da Atli, hag e roas o c'halonoù da Atli da zebriñ. Niflung, mab Hogn, a fellas dialiñ e dad, neuze e tivisjont eñ ha Gudrun kannañ Atli e-keit ma oa o kousket. Goude e varv e oa bet lakaet an tan war ar c'hoc'hui gant Gudrun.

Eured Gudrun diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h Gudrun ha Sigurdr eo Svanhild, ur fulenn anezhi. Gudrun a gerzhe davet ar mor gant ar soñj en em veuziñ, mes e oa tapet gant Roue Jonakr hag a zigasas anezhi en e gastell ha dimezas ganti. Tri mab a voe dezho: Hamdir, Sorli, ha Erp, ha Svanhild a voe disavet ganto.

Roue Jormunrek a hete dimeziñ gant Svanhild, mes Bikki a gendrecʼhas Randver, mab Jormunrek e vefe ur gwaz gwelloc'h eget e dad ha neuze e yejont asambles eñ ha Svanhild. Met diouzh alioù Bikkie tivisas Jomunrek krougiñ Randver hag e kasas Svanhild da vout pilet gant kezeg betek ar marv.

Gudrun kendrec'has he mab dialiñ Svanhild ha lazhiñ Jormunrek. Mibien Gudrun a c'houlennjont gant Erp mard e harpfe lazhiñ Jormunrek, hogen ne oa ket a du ganto hag e achuas lazhet ivez daoust ma oa keuz dezho war lerc'h. Kavout a rejont Jormunrek hag e troc'hjont e zreid hag e zaouarn, mes Erp a fellje troc'hiñ e benn ivez rak e voe galvet an huskarled gant Jormunrek. An huskarled a oa divarrek lazhiñ mibien Gudrun. Neuze e ya war wel Odin evel un den kozh ul lagad hepken dezhoñ hag e alias huskarled Jormunrek lazhiñ an dialerien gant mein, ha daet eo a-benn e giz-se.

Oberennoù liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar barzhoneg germanek Der Nibelungenlied a zo bet skrivet diwezhatoc'h hag eo damhañval e istor daoust ma eo kristenekaet muioc'h eget Saga ar Volsunged.

Troidigezhioù saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Morris, William; Magnússon, Eirikr, eds. (1870), Völsunga Saga : The Story of the Volsungs & Niblings with certain songs from the Elder Edda
  • Finch, R. G., ed. (1965), The Saga of the Volsungs (PDF), London: Nelson , gant testenn Islandek
  • Anderson, George K., ed. (1982), The Saga of the Volsungs
  • Byock, Jesse L., ed. (1990), Saga of the Volsungs, University of California