We Are the World

We Are the World
Kanaouenn gant USA for Africa
tennet eus an albom ''USA for Africa : We Are The World''
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Embannadur 7 a viz Meurzh 1985
Enrolladur 28 a viz Genver 1985
A&M Recording Studios
Hollywood, Kalifornia
Rumm(où) kanaouenn a garitez
pop
slow
Saver pozioù Michael Jackson
Lionel Richie
Produer Quincy Jones
Michael Omartian
Label Columbia Records

We Are the World a zo ur ganaouenn a garitez eus 1985 skrivet gant Michael Jackson ha Lionel Richie, produet gant Quincy Jones hag enrollet gant ar strollad USA for Africa. Pal ar ganaouenn a oa dastum arc'hant evit mont a-enep d'an naonegezh en Etiopia.

Ar mennozh a zo bet er penn kentañ gant an aktor/kaner Harry Belafonte. E vanager Ken Kragen en deus kinniget dezhañ ober ur ganaouenn lies-arzourien evel evit Do They Know It's Christmas? eus ar strollad Band Aid ennañ Bob Geldof ha Midge Ure e 1984.

An arzourien a gemere perzh er raktres a zo en em bodet en A&M Recording Studios e Hollywood, Kalifornia, d'an 28 a viz Genver 1985. Graet en doa Kragen an dibab e-pad an American Music Award evit kaout ar muiañ posupl a dud. Quincy Jones en deus skrivet « Check your egos at the door » (« Laoskit ho me e dor ar studio ») er bedadenn

En holl ez eus bet muioc'h eget 45 soner enno Bob Geldof, 21 kaner enno Lionel Richie, Michael Jackson, Tina Turner, Bob Dylan et Bruce Springsteen, o kemer perzh er raktres.

Ar Columbia Records he deus profet ar c'houst produiñ ha dasparzhañ. "We are the World" a zo deuet er maez d'ar Meurzh 7 a viz Meurzh 1985. Goude ar week-end kentañ e oa bet gwerzhet 800 000 skouerenn. D'ar Gwener 5 a viz Ebrel 1985 (Gwener ar Groaz e oa ar bloavezh-se) e vez lakaet da dremen ar ganaouenn war 5 000 savlec'h skingomz d'ar memes koulz. An abadenn-se a lak anezhañ d'ar renk kentañ ar gwerzh pladennoù er Stadoù Unanet, chom a raio er plas-se e-pad 4 sizhunvezh da heul.

Ar ganaouenn he deus gounezet 3 Grammy Awards e 1986.

Muioc'h eget 7,5 milion a skouerennoù eus an ton a zo bet gwerzhet er Stadoù Unanet. Kavet e vez er pladenn USA for Africa : We Are The World, 3 milion a skouerennoù eus ar bladenn-mañ a zo bet gwerzhet. Bez ez eus tonioù skrivet gant Prince, Springsteen, Turner ha tud all c'hoazh a vez kavet war ar bladenn.

Ar raktres (albom, videoclip, single) en deus degaset 50 milion a zollaroù evit talañ d'an naonegezh en Etiopia

Sonerien, arzourien ha kanerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arzourien da heul o deus da nebeutañ skrivet ul linenn eus ar ganaouenn

Listenn klok al laz-kanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

VH-1's Pop-Up Video a lavar en deus kuitaet Waylon Jennings ar prantad enrollañ dre ma oa reuz war ar c'homzoù.

  • Michael Boddicker - kenaozerioù, programmadur
  • Paulinho da Costa - toserezh
  • Louis Johnson - gitar-boud
  • Michael Omartian - klavieroù
  • Greg Phillinganes - klavieroù
  • John Robinson - taboulinoù


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]