William George Horner (Bristol, 1786 - Bath, 1837) a oa ur matematikour saoz, ur c'helenner er skolioù ha rener skol.
Kalz pennadoù a skrivas war dachenn ar matematik, diwar-benn an ataladoù kevreizhel, arlakadenn an niveroù hag arlakadenn an arnesañ. Ker barrek all e oa war an danvezioù klasel.
Enoret eo bet e labour war arlakadenn an arnesañ gant an anv "Hentenn Horner", a-drugarez d'ur pennad a embannas er Philosophical Transactions of the Royal Society of London e 1819, d'an oad a 33 bloaz[1].
En tu-hont d'e enklaskoù matematikel ez eo anavezet W. G. Horner evit bout ijinet ar zoetrop, anvet Dædalum gantañ e 1834.
Ganet e voe e Bristol, mab henañ da William Horner, ur pastor eus Iliz John Wesley. Skoliataet e voe en ur skol renet gant an Iliz-se, ha d'an oad a 16 vloaz, e 1800, e voe mestr skoazeller enni. Pevar bloaz goude e oa rener ar skol, a zilezas e 1809 evit sevel e skol dezhañ, The Classical Seminary, e Bath bepred.
Rener e voe eno betek e varv d'an 22 a viz Gwengolo 1837.
Kentañ gwech ma voe klevet anv eus W. G. horner evel matematikour e voe en almanag The Ladies' Diary, anvet ivez Woman's Almanack.
Kudennoù matematikel a veze embannet gant an almanag bep bloaz, hag adalek 1811 e voe G. W. Homer e listennad an diskoulmerion. Betek 1816 e kavas an diskoulm da bep hini eus ar 15 kudenn a veze embannet bep bloaz, war-bouez un nebeudig ; meur a wech e kasas kudennoù all kevret gant e ziskoulmoù.
En tu all d'ar jedoniezh e skrivas evit Woman's Almanack a-zivout dodennoù all, ar pezh a c'hounezas brud dezhañ evit e varregezh liesdoare.
Heñvel a reas evit ar gelaouenn The Gentleman's Diary, anvet ivez The Mathematical Repository ; dre e labour evit an daou di-se e voe anavezet gant ur rouedad matematikourion, ha brudet e voe e skol e Bath.
Adal 1817 en em ouestlas W. G. Horner da The Mathematical Repository, evit skrivañ pennadoù kentoc'h eget diskoulmañ kudennoù. Evit The Annals of Philosophy e labouras ivez, ma krogas dre respont da aozerion all kent skrivañ e bennadoù dezhañ.
Kement-se holl a voe ur rakger d'e bennad brudet e Philosophical Transactions of the Royal Society of London, a voe lennet e bodad ar gelaouenn d'ar 1añ a viz Gouhere 1819, ha moullet e The Ladies' Diary e 1838, tra ma'z embanne The Gentleman's Diary ur mortuaj berr hepken[3].