Yaşar Kemal (Kemal Sadık Gökçeli e anv gwir) (Gökçedam, proviñs Osmaniye, 6 a viz Here 1923 – Istanbul, 28 a viz C'hwevrer 2015) a oa ur c'hazetenner ha skrivagner eus Turkia.
Eus ur familh baour e oa hag a bep seurt micherioù a reas goude ar skol. Kavout a reas labour gant ar gazetenn bemdeziek Cumhuriyet e 1951. E 1955 e voe embannet e romant kentañ, İnce Memed. Tamm-ha-tamm e teuas brud dezhañ hag e 1972 e oa bet rakdibabet e-touez danvez-loreidi Priz Nobel al lennegezh[1]. Unan eus skrivagnerien anavezetañ al lennegezh turkek eo bet en XXvet kantved. Troet eo bet e skridoù e meur a yezh, lod anezho e 29 yezh.
Meur a wech e embannas e soñj war stad ar minorelezhioù e Turkia (Armeniiz, Kurded). Kement a reas ma voe kondaonet gant Lez surentez ar Stad, abalamour d'e skridoù, ha toullbac'het e 1996.