En hungareg e reer gant Kodály Zoltán met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.
Zoltán Kodály (Hungareg : Kodály Zoltán, [ˈkodaːj ˈzoltaːn]), ganet d'ar 16 a viz Kerzu1882 hag aet da anaon d'ar 6 a viz Meurzh1967, a oa ur sonaozour, ur studier sonerezh tudoniour, ur c'helenner, ur yezhoniour hag ur prederour a orin hungariat.
Anavezet ez eo dreist-holl dre ar bed evit bezañ krouer an hentenn deskiñ sonerezh "an hentenn Kodály".
E-kerzh mare kreñvañ an hollveliegezh komunour war bro Hungaria (1949-1956), Sekretour ar Strollad nemetañ ha komunour Mátyás Rákosi a savas ar goulenn gant ar barzh Gyula Illyés hag ar sonaozour Zoltán Kodály daou a arzourien brudet-mat ar mare, da seveniñ ur c'han broadel nevez da Republik Poblek Hungaria e-plas an hini orin Himnusz.
Ar c'han broadel nevez a ranke bezañ hep liamm gant ar relijion gatolik hag unan broadel komunour. Nac'het e voe gant an daou zen.