Émile Loubet a oa ur politikour gall. Ganet e oa d'an 30 a viz Kerzu 1838 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Kerzu 1929, bet e oa bet 45vet Kentañ ministr Bro-C'hall ha seizhvet prezidant ar republik da vare an Trede Republik c'hall. Diplomet war ar Gwir, bet e oa bet maer Montélimar, merzhet e oa bet evel prezegenner a zaore. Dilennet e oa bet e kambr an deputeed e 1876 hag er Sened e 1885.
Lakaet e voe evel ministr republikan dindan Carnot ha Ribot. Bez e voe kentañ ministr Bro-C'hall e 1892. Pa oa Prezidant (1899–1906), e oa bet eus an Diskouezadeg hollvedel e Pariz e 1900. Dindan e resped e voe savet an emglev Entente Cordiale gant ar Rouantelezh-Unanet o tremen dreist ar c'hudennoù savet gant Brezel ar Boer hag an Afer Dreyfus.
Prezidanted Bro-C’hall — Trede Republik c'hall (1871–1940) | |
Adolphe Thiers (1871–1873) | Patrice de Mac Mahon (1873–1879) | Jules Grévy (1879–1887) | Sadi Carnot (1887–1894) | Jean Casimir-Perier (1894–1895) Félix Faure (1895–1899) | Émile Loubet (1899–1906) | Armand Fallières (1906–1913) | Raymond Poincaré (1913–1920) | Paul Deschanel (1920–1920) Alexandre Millerand (1920–1924) | Gaston Doumergue (1924–1931) | Paul Doumer (1931–1932) | Albert Lebrun (1932–1940) |