Eus Iwerzhon e oa deuet e hendadoù da chom da Vreizh war-dro 1690. Skoliet e voe e Pondivi ha neuze ez eas da Skol-Veur ar Gwir da Roazhon. En em dreiñ a reas war-zu al lennegezh goude bezañ bet ur pennad oc'h ober skol. Troet-bras e oa gant Breizh hag he sevenadur, gant ar bobl hag ar reizh.
Romantoù war zanvez Breizh a skrivas e galleg: "Klasker-bara Sant Roc'h", "Ar Vretoned diwezhañ", "Ur prederour dindan an doenn", "Eñvorennoù un "divragoù" breizhat"...
E meur a gelaouenn e skrivas, sevel a reas kontadennoù "An oaled vreizhat", pezhioù-c'hoari farsus, reuzc'hoarioù.
Kazeg a reas war dachenn ar politikerezh e 1848 pa glaskas mont da gannad.
Dont a reas da vezañ kelenner e skol mererezh Pariz. Reiñ a reas kentelioù noz digoust evit ar vicherourien. E 1853 ez eas da Helvetia da ober kemend-all.