Ur gevredigezh sevenadurel eo Òmnium Cultural a labour evit broudañ deskiñ hag implij ar c'hatalaneg ha sevenadur Katalonia. Labourat a ra ivez evit broudañ identelezh vroadel ar vro.
38 000 ezel a zo er gevredigezh ha 30 burev he deus e Katalonia a-bezh. Abaoe miz Here 2017 emañ e brezidant Jordi Cuixart en toull-bac'h kostez Madrid abalamour m'en deus sikouret aozadur ar referendom diwar-benn dizalc'hidigezh Katalonia d'ar 1añ a viz Here. Gwelet eo evel prizoniad politikel gant ul lodenn vras eus ar Gatalaniz[1].