Ötzi [ˈœtsi] eo anv un den balzamet en un doare naturel (skornet ha disec'het) dizoloet dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien, Helmut hag Erika Simon, d'an 19 a viz Gwengolo 1991 da 3 200 metr uhelder, war an harzoù etre Italia hag Aostria e skorneg Hauslabjoch (anvet eo ivez Den Hauslabjoch), e-kichen aradennad Similaun (anvet eo ivez Den Similaun) en Alpoù an Ötztal (alese e lesanv : Ötzi), nepell diouzh an Dolomitoù italian. Goloet e oa gant ur gwiskad skorn ha kavet e oa abalamour ma oa teuzet kalz skorn ar skorneg en hañvezh-se. Bevet en deus da vare ar C'halkoliteg (4546 ± 15 vloaz zo). Er c'hazetennoù gall e voe graet Hibernatus anezhañ a-wezhioù, diwar ar film en anv-mañ[1].
Ar c'horf a oa kuzhet dindan ur skorneg en Alpoù Ötztal, ha dizoloet e oa gant ur barrad avel traezh goañv heñvel ouzh ar foehn a lakas ar skorneg da deuziñ kalz. Kavet e oa dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien deuet eus Nürnberg, Helmut hag Erika Simon a roas da c'hoût da archerien Aostria, pa soñjent e oa un alpaer marvet gant ar riv n'eus ket keit-se[2], d'an 19 a viz Gwengolo 1991. Ar valzamegenn hag an traezoù a oa ganti a oa labezet en devezhioù da-heul gant saverien o fri a-raok ma errufe ar skiantourien : roget e oa he dilhad, torret e oa an endalc'her a oa en he c'herz, sanket e oa he « bazh » (gwareg Ötzi e gwirionez) er skorn hag hi torret, ha kement zo. E-keit-se o doa klasket daou alpaer, Reinhold Messner hag un all, dieubiñ ar c'horf gant o bizhier bale ha reiñ da c'hoût d'ar c'hazetennoù, o lakaat ar valzamegenn da dremen evit un tiroliad a 500 vloaz. Dieubet e oa ar c'horf diouzh ar skorn d'an 22 a viz Gwengolo, dirak kameraioù ar skinwel, a-drugarez d'ur morzhol pigeller (koll a reas neuze un tamm peñsoù hag ur vorzhed, a oa torret e oa e baler). Goude se e oa kaset dre viñsaskell gant servij sikourioù ar menezioù Innsbruck. Ar prokulor a savas klemm a-enep X, pa soñje e oa dilerc'hioù ur muntr. Roudoù arc'hlas a oa war ar c'horf hag ur gloaz a weled c'hoazh war e glopenn[3].
Dizoloet e oa ar c'helan en e c'hourvez war e c'henoù. Soñjal a raed da gentañ e oa kouezhet war-raok met tu kleiz distummet e glopenn a laka da soñjal e oa gourvezet war e gostez kleiz hag e oa troet gant fiñvoù ar skorneg ur wezh goloet gant an erc'h[4].
Abalamour ma oa un dizoloadenn a-bouez e oa goulennet ar c'horf gant ar Stad italian pa oa bet dizoloet war he ziriad met ur skipailh etrebroadel renet gant penn ar bodad skiantel aostriat, Rainer Henn, a gasas ur studiadenn da benn, embannet e 1996, a-raok reiñ ar valzamegenn d'an Italianed[5].
Studiet eo bet ar c'horf pizh gant ar skiantourien, muzuliet, tremenet dindan skinoù X, ha bloaziet. Ar gwiadoù, endalc'had e vouzelloù, hag an traezoù kavet gant ar c'horf a oa bet studiet ivez. E miz Eost 2004 e oa dizoloet ar c'horfoù skornet eus tri soudard eus Aostria-Hungaria lazhet e-pad Emgann San Matteo e 1918, war ar menez San Matteo en Trentino. Kaset e oa unan eus ar c'helanoù d'ur mirdi gant ar soñj e c'hallfe bezañ diskuliet emdroadur balzamegenn Ötzi en amzer dremenet hag en amzer da zont gant enklaskoù diwar-benn an doare ma emdroe ar c'horfoù en endro-se[6].
Ur bloaziadenn gentañ dre garbon 14 a ziskouezas en doa bevet an den e-doug ur prantad etre 3 350 ha 3 100 kent J.-K.. Ur bloaziadur resisoc'h dre spektrometriezh tolzennad dre vuanaer a roas an tu da istimañ e oad da 4546 ± 15 vloaz BP, ar pezh a glot gant prantad ar C'halkoliteg[7]. Ar valzamegenn naturel goshañ e voe ötzi betek 1995, pa oa dizoloet ar valzamegenn Rosalia, e La Cueva de las Momias ha pa oa bloaziet eus 5340 ± 70 BP[8].
Ar valzamegenn skornet zo hini un den dezhañ war-dro 1,65 m[9], 50 kg[10] ha 45 vloaz.[9]. Pa oa dizoloet ar valzamegenn e oa 13, 750 kg pouez enni hepken[11]. Abalamour ma oa bet goloet buan gant skorn goude ar marv, ne oa ket labezet kalz. Krennbennek e oa, ha blouc'h war-bouez e varv. Hervez dielfennadur ar pollen, ar greunennoù poultrenn ha perzhioù izotopek amailh e zent a ziskouez en doa tremenet e vugaleaj e-kichen al lec'h m'emañ kêriadenn Feldthurns hiziv, e norzh Bolzano, hag ez eas diwezhatoc'h da vevañ e traoñiennoù war-dro 50 kilometr pelloc'h en norzh[12]. Duet e oa e skevent, abalamour m'en doa analet moged an tanioù kampoù(Daveoù a vank). Dielfennadurioù kaset da benn gant strollad Franco Rollo e Skol-veur Camerino o deus diskouezet en doa Ötzi TDN mitokondrioù eus isstrollad K1 an haplostrollad K, met ne c'halle ket bezañ renket e hini eus tri skourr modern an isstrollad mañ[13]. Embannet e oa sekañs klok TDN mitokondriek Ötzi gant strollad Rollo e 2008[14].
Dielfennadur endalc'had bouzelloù Ötzi en deus diskouezet en doa kemeret daou bred (an hini diwezhañ a oa debret war-dro 8 eurvezh a-raok e varv), unan gant kig chamoez, egile gant kig karv ruz ha bara geot. Debret e voe an daou gant edaj (75 % eus an dilerc'hioù plant), gwrizioù ha frouezh. E-kichen ar c'helan, hag o tont eus pourvezioù an den marteze, e oa dizoloet plouz ha greun yell ha heiz, ha kellidoù lin ha roz-moc'h, hag ivez mein irin ha hadoù hugennoù gouez[15]. Dielfennet e oa e vlev da c'hoût peseurt boued en devoa bet e-pad meur a viz a-raok e varv.