Ar 6vet lu (anv leun 6. Armee/Armeeoberkommando 6 (AOK 6)) a oa ul lu eus ar Wehrmacht alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Gwallvrudet eo chomet al lu-se dre ma oa bet peurzistrujet gant al Lu Ruz e-pad Emgann Stalingrad (1942/43). Gwallvrudet eo ivez evit bezañ bet kiriek da galz torfedoù-brezel (evel lazhadeg ouzhpenn 30000 yuzev e Babi Yar) hag a voe sevenet dindan urzhioù ar Marechal Walther von Reichenau e-pad an Oberiadur brezel Barbarossa e 1941.
Kodianet en doa ar 6vet lu etre an 31 a viz Genver hag an 2 a viz C'hwevrer 1943. Ar c'holloù alaman a oa bet 147 200 lazhet ha gloazet gant 91 000 prizoniet. Ar Feldmarschall Paulus, 24 jeneral ha 2500 ofiser a renk izeloc'h a oa e-touez anezho. N'eus nemet 5000 anezho a zo distroet goude ar Brezel.
An torfedoù-brezel sevenet gant al lu-se a zo liammet-tre gant spered ar penn ofiser Walther von Reichenau. Un Nazi strizhkredour e oa eñ. Evitañ evel ma oa embannet gant Hitler ha pennoù-uhel an Oberkommando der Wehrmacht (OKW), ar brezel war Talbenn ar Reter a oa ur groaziadeg gouennelour ha politikel. Pal diazez ar brezel-se a oa lazhadegañ ar yuzevien gwelet evel enaouerien an dizurzh dre ar bed.
Ofiserien penn war an talbenn
Ofiser uhel