Alain-René Lesage (Sarzhav, 8 Mae 1668 – Boulogne-sur-Mer, 17 Du 1747) a oa ur skrivagner breizhat ha gall.
Mab un noter e oa. E dad a varvas pa oa 14 vloaz. Skoliet e voe e ti ar Jezuisted e Gwened. Goude ez eas da Bariz da studiañ ar gwir. Alvokad e voe, hep ober berzh avat.
Mont a reas da droer ar c'hoarivaourion spagnolek kent skrivañ e oberennoù dezhañ.
Berzh a reas e bezh-c'hoari Crispin, rival de son maître (1707), a zo levezonet gant oberennoù Diego Hurtado de Mendoza (1503-1575). E 1707 ivez ez embannas ur romant, Le Diable boiteux, koulz an titl hag an danvez anezhañ savet diwar El diablo cojuelo Luis Vélez de Guevara (1579-1644). E 1709 e voe ur pezh-c'hoari all, Turcaret ou le Financier, a vrouzas arc'hantourion ar mare ; berzh a reas ar pezh avat, ha 95 all a voe skrivet gant Lesage. Gantañ e voe krouet an doare vaudeville.
Adalek 1715 betek 1735 e roas Histoire de Gil Blas de Santillane : levrennoù I ha II e 1715, III e 1724 ha IV e 1735. Diwar mammennoù spagnolek niverus e savas an istor-se, a voe ar c'hentañ romant munudoù ar vuhez pemdez ennañ ; "ar c'hentañ romant ma'z eus tud o tebriñ" eo istor Gil Blas.