Aldo van Eyck (16 a viz Meurzh 1918 e Driebergen – 13 a viz Genver 1999 e Loenen aan de Vecht) a oa un arkitektour izelvroat. Kelenner e voe ivez e meur a skol-veur er Stadoù-Unanet, en Izelvroioù (Technische Hogeschool di Delft) hag e Suis (ETH Zürich).
E yaouankiz a gasas er Rouantelezh-Unanet ha goude-se ez eas da studiañ an arkitektouriezh da Zürich.
Diwar 1947 e veajas er bed a-bezh war glask sevenadurioù kozh. Goude distreiñ d'an Izelvroioù e labouras e rann labourioù foran kêr Amsterdam dindan renerezh van Eesteren. E stal dezhañ a zigoras en Amsterdam e 1951, asambles gant Jan Rietveld, hag eñ mab Gerrit Rietveld.
E 1946 e voe ezel eus « De 8 en Opbouw » ha diwar 1947 e voe kannad izelvroat er CIAM betek ma vefe divodet e 1959.
Daremprediñ a reas kalz arzourien ha kefredourien rakward evel izili CoBrA, hag ezel e voe eus al luskad-se etre 1948 ha 1951. E 1953 e savas Team X (pe Team 10) asambles gant Jacob Bakema, Georges Candilis, Smithson. Etre 1959 ha 1967 e voe e penn ar gelaouenn arkitektouriezh Forum.
www.team10online.org. Titouroù e lec'hienn Team 10
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |