Aleksandra Kostenyouk (e ruseg: Александра Костенюк) a zo bet ganet d'an 23 a viz Ebrel 1984 e Perm, Rusia (Unaniezh Soviedel).
Meurc'hoarierez echedoù rusian.
2 510 edo he renk Elo (FIDE) d'ar 1añ a viz Gouere 2008, 10vet eo e-mesk c'hoarierezed ar bed.
P'edo seizh vloaz hepken e teu da vout Kampionez ar Merc'hed dindan dek vloaz.
Tapout a reas he zitl Mestr Meur Etrebroadel e miz Du 2004. Unnek maouez hepken a resevas an titl-mañ gant ar FIDE (Kevre Bedel An Echedoù). Mestr Meur ar Maouezi ha Mestr Etrebroadel e oa dija.
Anvet e oa bet kampionez ar maouezi a Rusia (Samara, miz Mae 2005): +7 =4 -0.
Kampionez ar maouezi ag Europa e 2004 gant he zrec'h e tournamant Dresden (Alamagn).
E miz Eost 2006 e voe kentañ kampionez ar bed ag ar maouezi en Echedoù 960 gant he zrec'h war Elisabeth Pähtz: 5,5/2,5.
Kampionez ar maouezi ag ar bed e Naltchik (Rusia) e 2008 gant he zrec'h war Hou Yifan.
Aleksandra Kostenyouk — Elena Levoesjkina, 1996 | ||
---|---|---|
|
|