Alexandre de Rhodes (Avinhon, 15 Genver 1591 - Isfahan, 5 Du 1660) a oa ur Jezuist gall hag a voe misioner en Azia.
Marc'hadourien seiz e oa e dud, ha marraned, da lavarout eo Yuzevien kristenaet, hogen disfiz oute. Aet e oant eus Calatayud, en Aragon, da Avignon er XVvet kantved rak eno, e kêr ar bibien, e veze degemeret mat ar Yuzevien a veze heskinet e Spagn gant an Ofis Santel.
Ur wech aet da Jezuist e fellas dezhañ mont da visioner. E 1627 ez eas, e bourzh ul lestr portugalat, eus Lisbon betek Goa. Deskiñ portugaleg a reas ; goude tremen daou vloaz hanter e Goa hag e Mumbai e lestras da vont war-du Japan, en ur dremen dre Valaka ha Makao. Met peogwir e oa heskinet ar gristenien e Japan d'ar c'houlz-se ne voe ket kaset gant ar Jezuisted d'ar vro-hont, met kaset e voe da Hội An (e-kreiz Viêt Nam bremañ), d'ur mision hag a oa bet krouet eno e 1615.
A-benn 6 miz e ouie vietnameg a-walc'h evit gallout prezeg er yezh-se. En ur ober daou vloaz e voe gouest da vadeziñ 6 700 a Vietnamiz. Buan avat e voe gwelet fall gant pennoù bras ar vro abalamour d'e brezeg a-enep al lieswregiezh hag argaset e voe eus ar vro e 1630.
Mont a reas da Vakao, met distreiñ a reas da Viêt Nam. E 1645 e voe tapet ha kondaonet d'ar marv. Skarzhet e voe eus ar vro hepken.
E-pad an holl amzer-se e laboure evit sevel un doare da skrivañ vietnameg gant al lizherenneg latin. E 1651 e voe embannet, e Roma, ar geriadur vietnameg-portugaleg-latin (Dictionarium Annamiticum Lusitanum et Latinum) en doa savet, gant an doare-skrivañ savet gantañ, anvet Chữ Quốc ngữ. Gant ar benveg-se e voe skignet ar relijion gatolik er vro hag aesaet e voe an deskiñ lenn ha skrivañ vietnameg. Bremañ ez eo an doare-skrivañ ofisiel e Viêt Nam.
Kinnig a reas Alexandre de Rhodes d'ar Vatikan stummañ misionerien eus Viêt Nam evit prezeg an aviel en o bro dezho. Er penn-kentañ ne voe ket degemeret mat e ginnig, met etre 1662 ha 1664 (goude e varv eta) e voe savet Kevredigezh ar Misionoù Estren e Pariz.
Mervel a reas Alexandre de Rhodes e 1660, e Persia.