Alois Jirásek (23 a viz Eost 1851 e Hronov - 21 a viz Mae 1930 e Praha) a oa ur skrivagner tchek. Pezhioù-c'hoari ha romantoù istorel a voe skrivet gantañ. Kelenner en eil derez e voe betek ma'z afe war e leve e 1909. Dodennoù e oebrennoù a bled gant dazont ar vroad tchek, hag an hent war-du ar frankiz hag ar justis.