Andrzej Duda

Andrzej Duda e 2014

Andrzej Sebastian Duda (distaget [ˈandʐɛj ˈduda] e poloneg), ganet d’ar 16 a viz Mae 1972 e Kraków, zo ur gwiraour hag ur politikour polonat. Prezidant Republik Polonia eo abaoe 2015.

Eus 2006 da 2007 e oa bes-ministr ar Justis e gouarnamant Jarosław Kaczyński. E 2014 e voe dilennet da gannad e Parlamant Europa. Mont a reas war ar renk, en anv ar strollad mirour Prawo i Sprawiedliwość (PiS, "Gwir ha Justis"), evit dilennadeg prezidant ar republik e miz Mae 2015. Trec’h e voe a-enep ar prezidant kent Bronisław Komorowski. Deuet eo da vezañ prezidant d’ar 6 a viz Eost 2015.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.