Ar Roue Glesker, pe Ar roue Glesker pe Herri houarn (Der Froschkönig oder der eiserne Heinrich en alamaneg), eo ar gontadenn gentañ a gaver e dastumad ar vreudeur Grimm.
Ur briñsez re voumounet a deu da vout kamaradez d'ur glesker hag a dro e priñs yaouank koant.
E doareoù nevesañ ar gontadenn e rank ar briñsez pokat d'ar glesker evit ma troio e priñs, met e doare Grimm eo pa sko al loen gant heug ouzh ur voger eo e tro en priñs[1]. E doareoù all, ha koshoc'h, e oa trawalc'h d'ar glesker tremen an noz war blueg ar briñsez.
Hervez doare-renkañ Aarne-Thompson eo ur gontadenn eus an doare 440. En doare-se ec'h anavezer ivez The Tale of the Queen Who Sought a Drink From a Certain Well eus Bro-Skos, ha The Well of the World's End eus Bro-Saoz[2].
Taol feuls ar briñsez pa sko ar glesker ouzh ar voger zo un darvoud boutin a-walc'h da derriñ gwallblanedenn ar paourkaezh priñs. E danevelloù all e kinniger troc'hañ penn al loen[3].