Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Beatrice della Scala |
Anv-bihan | Beatrice, Regina |
Anv-familh | Della Scala |
Deiziad ganedigezh | 1333 |
Lec'h ganedigezh | Verona |
Deiziad ar marv | 18 Mez 1384, 18 Gou 1384 |
Lec'h ar marv | Sant'Angelo Lodigiano |
Lec'h douaridigezh | Sant'Alessandro in Zebedia Church |
Tad | Mastino II della Scala |
Mamm | Taddea da Carrara |
Pried | Bernabò Visconti |
Familh | Scaliger |
Micher | brientin |
Beatrice Regina della Scala, a vez graet pe Beatrice pe Regina anezhi hepken alies, ganet e 1333 e Verona, marvet e 1384 e Sant'Angelo Lodigiano, a oa ur briñsez italian.
Kentañ bugel Mastino II della Scala (1308-1351) ha Taddea di Carrara (?-1375), e oa. He zad a oa aotrou Verona, Vicenza, Padova, Parma, Brescia ha Lucca. He mamm a oa merc'h da Jacopo Iañ, bet aotrou Padova, ha da Elisabetta Gradenigo. He zri breur, yaouankoc'h eviti, Cangrande II (1332-1359), Cansignorio (1340-1375) ha Paolo Alboino (1343-1375), a voe kenaotrouien Verona ha Vicenza o-zri, en 1351. He c'hoar Verde (?-1394) a zimezas da Niccolò II d'Este, aotrou kêr Ferrara.
E miz Gwengolo 1350 e timezas da Bernabò Visconti, a oa o ren e kêr Milano, hervez un emglev diazezet abaoe 1345. He fried a laboure, war un dro gant e zaou vreur Matteo ha Galeazzo, evit Giovanni Visconti (1290-1354), arc'heskob Milano, vikel an impalaer hag aotrou kêr Milano.
Bevañ a reas Beatrice er palez San Giovanni in Conca, e Milano, gant ur pried a reas dezhi pemzek bugel en ur ober 25 bloaz.
E miz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti, ha setu an tri niz, Matteo, Galeazzo, ha Bernabò, deuet da vout kenaotrouien Milano. Eus tri fenn ar gouarnamant avat e varvas unan, Matteo, e Gwengolo 1355, ma ne chomasnemet daou. E miz Eost 1378 e varvas unan all, Galeazzo, ma ne chomas nemet unan ken, ha setu Bernabò e-unan o ren.
Regina n'he devoa ket nemeur a levezon war vuhez kevredigezhel ha politikel Milano. Koulskoude, e miz Kerdu 1369, e kredas Bernabò fiziout enni gouarnamantoù korn-bro Lunigiana ha kêr Pisa, nevez kemeret gantañ.
En Mezheven 1370 edo gant Bernabò da goulz seziz Reggio Emilia, a oa dalc'het neuze Feltrino Gonzaga[1]. A-benn ar fin e voe kemeret kêr, graet marc'had ha paeet un dic'haou , ha fiziet gouarn kêr gant Bernabò en he fried Beatrice[2].
Beatrice, pawelas edo Bartolomeo II, bastard da Cansignorio, o ren war-lerc'h he breudeur, a c'houlennas lakaat he gwirioù hêrezh da dalvezout hag a lakaas seziz, en Ebrel 1378, war kêr Verona gant armeoù John Hawkwood ha Lucio Lando, condottiere e servij Barnabé. Pa voent trec'het ez eas gant he mab Marco da arsailhat kêr en miz Du 1378. En C'hwevrer 1379 e tilezas he gwirioù goude roetdezhi 440 000 florin hag ul leve bloaz a 2 000 florin.
Gwelout ar pennad Cripta di San Giovanni in Conca er Wikipedia italianek.</ref> e Milano. Hiziv emañ he c'horf e-kichen hini he fried Bernabò er c'h-Castello Sforzesco.
Pemzek bugel he doe, pemp mab ha dek merc'h.
Bugale all en doe Bernabò gant maouezed all, serc'hed pe nann.