Burns Supper


Robert Burns
(1759-1796)

Burns Supper ("Koan Burns") a reer e saozneg eus ul lid pouezus-bras e Bro-Skos a vez dalc'het bep bloaz en enor da vuhez hag oberennoù ar barzh skosat Robert Burns (1759-1796).
Burns Nicht ("Nozvezh Burns") a reer anezhañ e skoteg ; Burns Night, Robert Burns Day, Rabbie Burns Day a lavarer ivez e saozneg.
Dalc'het e vez peurliesañ e-tro ar 25 a viz Genver[1], an deiz ma voe ganet ar barzh, met da forzh peseurt deiziad er bloaz e c'hellont bezañ aozet er bed a-bezh.

Diouzh an hengoun skosat e vez kaset al lid a-fed sonerezh ha pred, hag oberennoù Robert Burns a vez dibunet a-hed an noz.

Ti genidik Robert Burns

D'ar Yaou 21 a viz Gouere 1796 e varvas Robert Burns ; pemp bloaz rik goude e varv, d'ar Meurzh 21 a viz Gouere 1801 e voe aozet ar Burns Nicht kentañ e Burns Cottage, ti genidik ar barzh en Allmhaig ("Alloway" e saozneg), gant mignoned dezhañ. Eno e vez dalc'het bep bloaz abaoe.
En hevelep bloavezh e voe krouet e Grianaig ar Burns Club kentañ, hag a zo oberiant c'hoazh. Gant e izili e voe aozet kentañ Burns Supper ar c'hlub d'ar Gwener 29 a viz Genver 1802, pa grede dezho lidañ ganedigezh o haroz ; e 1803 avat e kavjont e parrez Inbhir Àir e voe ganet d'ar Yaou 25 a viz Genver 1759 : tro-dro d'an deiziad-se neuze e vije dalc'het al lid hiviziken – lod tud a enor ar barzh meur tro-dro da zevezh e c'hanedigezh, lod all er gra da hini e varv, met kement a dizh a vez gant an holl bepred.

War an ton bras pe en un doare siouloc'h e vez kaset pep koan ; bepred koulskoude e vez saouret un haggis hengounel a lakaer da ziskenn gant bannac'hoù whisky skosat eus an dibab kent displegañ forzh oberennoù digant barzh broadel Bro-Skos ; gant ur soner pìob mhór e vez kaset al lid, pa vez unan, ha lakaet an dud da zañsal mar fell dezho.
Burns Suppers furmel, evel aozet gant Burns Clubs pe Saint Andrew's Societies, a vez dalc'het hervez ul lidadur hag a zo heuliet er bed a-bezh.

Degemer ar gouvidi

Tonioù skosat sonet gant ur biniaouer peurwisket er c'hiz skosat a zegemer an dud, betek ma vo prest an taolioù evit ar gouvidi da azezañ outo. Pa ne vez biniaouer ebet e skigner sonerezh hengounel Bro-Skos er sal.

Pa vez staliet an dud e vezont degemeret gant pennaozer ar Burns Supper, a ginnig pep kouviad ha kouviadez d'ar re all kent dibunañ roll ar festoù.

Gouse-se e vez kemennet ar pred dre ur c'hras anvet Burns' Grace at Kirkcudbright, pe Selkirk Grace ivez, hag a zo bet lakaet war anv ar barzh petra bennak ma ne gaver roud ebet anezhi en e oberennoù :

Burns' Grace at Kirkcudbright
Some hae meat an canna eat,
And some wad eat that want it;
But we hae meat, and we can eat,
And sae the Lord be thankit.
Lod o deus kig ha ne c'hallont ket debriñ
Ha lod na c'hallont ket debriñ o devefe
Met ni hon eus kig, ha gouest omp da zebriñ,
Ha neuze ra vo trugarekaet an Aotrou.

War-lerc'h ar bedenn e vez servijet ur soubenn skosat : Scotch broth (kig dañvad, heiz, karotez, irvin, pour], kaol, perisilh)[2], cock-a-leekie (kig yar, kig-sall, pour, prunev ha geotennoù)[2] pe c'hoazh Cullen skink (hadok, ognon, laezh, amanenn, dienn, patatez flastret, muskadez ha perisilh).[2]

Da heul an digor-pred e sav pep den diouzh taol da zegemer an haggis hag a zo degaset gant ar c'heginer pe ar geginerez ; ambrouget e vez ar meuz betek an daol gant son ar pìob mhór. Unan eus kanaouennoù Robert Burns a vez sonet : Scots Wha Hae pe A Man's a Man for A' That alies, a-wechoù ur meskaj tonioù a anver Rabbie Burns' Medley pe The Star o' Rabbie Burns.
Pa vez azezet an dud dirak an haggis, kaser(ez) al lid a zibun ar varzhoneg Address To A Haggis (1791) :

Prezeg d'an Haggis
Address To A Haggis
Fair fa' your honest, sonsie face,
Great chieftain o' the pudding-race!
Aboon them a' yet tak your place,
Painch, tripe, or thairm:
Weel are ye wordy o'a grace
As lang's my arm.
The groaning trencher there ye fill,
Your hurdies like a distant hill,
Your pin wad help to mend a mill
In time o'need,
While thro' your pores the dews distil
Like amber bead.
His knife see rustic Labour dight,
An' cut you up wi' ready sleight,
Trenching your gushing entrails bright,
Like onie ditch;
And then, O what a glorious sight,
Warm-reekin', rich!
Then, horn for horn, they stretch an' strive:
Deil tak the hindmaist! on they drive,
Till a' their weel-swall'd kytes belyve
Are bent like drums;
Then auld Guidman, maist like to rive,
« Bethankit! »[3] hums.
Is there that owre his French ragout
Or olio that wad staw a sow,
Or fricassee wad make her spew
Wi' perfect sconner,
Looks down wi' sneering, scornfu' view
On sic a dinner?
Poor devil! see him owre his trash,
As feckless as wither'd rash,
His spindle shank, a guid whip-lash;
His nieve a nit;
Thro' bloody flood or field to dash,
O how unfit!
But mark the Rustic, haggis-fed,
The trembling earth resounds his tread.
Clap in his walie nieve a blade,
He'll mak it whissle;
An' legs an' arms, an' hands will sned,
Like taps o' trissle.
Ye Pow'rs wha mak mankind your care,
And dish them out their bill o' fare,
Auld Scotland wants nae skinking ware
That jaups in luggies;
But, if ye wish her gratefu' prayer
Gie her a haggis!
Donemat da'z tremm onest ha drant,
Penn meur gouenn ar pouding !
A-us an holl anezho e kemerez da lec'h,
Stomog, stripoù pe vouzell :
Dellezek mat out eus ur bedenn
Ken hir ha ma brec'h.
Leuniañ a rez an trañchezour hirvoudus,
Da beñsoù par d'ur run bellek,
Da spilhenn a zresfe ur vilin
Mar befe ret,
Tra ma strilh ar glizh dre da doulloù-c'hwez
Evel perlezennoù goularz.
Setu ar c'houer Labourer o lemmañ e gontell,[4]
Hag ouzh da droc'hañ gant ampartiz vras,[5]
O troc'hañ brav da gourailhoù strink,
Evel forzh pe foz ;
Ha neuze, O pebezh gwel,
Mogedet tomm, pinvidik !
Neuze, korn ouzh korn[6], e tic'hourdont hag e strivont,
Ra gemero an diaoul an hini diwezhañ ! ha dao de'i,
Betek ma vo emberr o c'hofoù koeñvet-mat
Stegnet evel taboulinoù ;
Neuze an ozhac'h, hogos darev da darzhañ,
A vouslavar 'pedenn an drugarez goude kig'.
Ha den pe zen stouet a-us e ragoût gall
Pe olio a gasfe ur wiz da glañv,
Pe fricassée hag he lakafe da zislonkañ
Gant ar brasañ heug,
A sellfe en ur risignal gant fae
Ouzh hevelep koan ?
Paourkaezh siwazh ! Sellit outañ a-us e lastez,
Ker gwan hag ur vroenenn ragotet,
E gof-gar par da lêrenn vat ur skourjez,
E veilh-dorn ur graoñenn;
Peadra da tec'hel a-dreuz dour-beuz milliget pe dachenn-emgann,
O na pegen distu !
Hogen sell ouzh ar C'houer, maget gant haggis,
An douar a gren hag a dregern dindan e gammedoù,
Stardet en e velloù meilhoù-dorn ul lavnenn,
He lakaat a raio da sourral;
Ha garoù ha brec'hioù, ha dornioù a veno
Evel pennoù askol.
C'hwi Galloudoù hag a ra war-dro mab-den,
Hag a ro dezho roll meuzioù o devezh,
Bro-Skos gozh a nac'h kement soubenn danav
A strink a-ziwar bolennoù izel ;
Met, mar fell deoc'h he fedenn anaoudek,
Roit un haggis dezhi !

Goude ar varzhoneg e vez servijet ur bannac'h whisky ha savet yec'hedoù d'an haggis. Neuze ez azez ar bodad ouzh taol evit saouriñ ar meuz, a vez kinniget gant ur yodenn avaloù-douar (tatties) hag irvin (neeps).
Keuz skosat (caboc, crowdie, dunlop, orkney, stewart)[2] a vez servijet kent an dibenn-pred, a c'hall bezañ gwestell evel crannachan (flamboez, malzennoù kerc'h, dienn, whisky) pe tipsy laird (flamboez, alamandez, whisky, laezh, dienn, vioù). Scotch whisky eo an died nemetañ a vez penn-da-benn d'ar pred, ha dour (skosat) mar bez ret.

Gant ar bannac'h kafe e vez prezegennoù a-zivout ar barzh ha yec'hedoù.
Kaser(ez) a lid a gas da soñj ar gouvidi lod eus darvoudoù buhez Robert Burns ha displegadennoù a-zivout an oberenn-mañ-oberenn. Barzhonegoù a vez displeget pe ganet.
Goude-se e vez savet yec'hedoù da Goun Zivarvel ar Barzh Meur.

War-lerc'h ar yec'hedoù e tistag ur gwaz ur brezegenn diwar-benn ar merc'hed, Address to the Lassies. E deroù hengoun ar Burns Suppers e veze trugarekaet ar merc'hed o devoa fardet koan ; hiziv an deiz e vez komzet diwar-benn ar merc'hed en un doare hollek, fentus alies hogen doujus bepred. Holl wazed ar bodad a ev ur bannac'h whisky gant yec'hedoù d'ar merc'hed.

Gwell e vez d'ar prezegenner diwall e gomzoù, rak goude an Address to the Lassies e teu ar Reply to the Laddies ("Respont d'ar Wazed"), ma tispleg unan eus ar c'houviadezed he soñjoù diwar-benn ar wazed, war an hevelep ton ha hini an Address to the Lassies (alies avat e vez bet kenlabour etre ar brezegennerien kent an abadenn).

Goude ar prezegennoù e vez kanet oberennoù ha dibunet barzhonegoù Robert Burns, gant kouvidi pe gant arbennigourien a beder a-ratozh d'al lid. A-wechoù e vez oberennoù bet skrivet gant barzhed skoseger a zo bet levezonet gant Robert Burns ; barzhed nann-skosat a c'hall bezañ pedet da zibunañ pe ganañ oberennoù eus o broad, gant spered Robert Burns bepred.
Diouzh c'hoant (ha stad) ar berzhidi eo padelezh Burns Nicht.

E dibenn ar Burns Supper e vez ur brezegenn drugarekaat. Goude-se e sav an dud diouzh taol, e joentront o daouarn hag e kanont Auld Lang Syne (1788) da glozañ al lid.

Auld Lang Syne
Should auld acquaintance be forgot,
And never brought to mind?
Should auld acquaintance be forgot,
And auld lang syne?
Chorus :
For auld lang syne, my dear,
For auld lang syne,
We'll tak a cup o' kindness yet,
For auld lang syne.
And surely ye'll be your pint stoup,
And surely I'll be mine;
And we'll tak a cup o'kindness yet,
For auld lang syne.
(Chorus)
We twa hae run about the braes,
And pou'd the gowans fine;
But we've wander'd mony a weary fit,
Sin' auld lang syne.
(Chorus)
We twa hae paidl'd in the burn,
Frae morning sun till dine;
But seas between us braid hae roar'd
Sin' auld lang syne.
(Chorus)
And there's a hand, my trusty fiere!
And gie's a hand o' thine!
And we'll tak a right gude-willie waught,
For auld lang syne.
(Chorus)
Ha ret e ve ankouaat mignoned kozh,
Ha biken o c'hounaat?
Ha ret e ve ankouaat mignoned kozh,
Hag an amzer gozh?
Diskan :
Evit an amzer gozh, mignon
Evit an amzer gozh,
Adkemeret e vo un tasad madelezh,
Evit an amzer gozh.
Ha hep mar e vi piñsin da bintad,
Ha hep mar e vin ma hini ;
hag adkemeret e vo un tasad madelezh,
Evit an amzer gozh.
(Diskan)
Ni hon-daou hon eus redet war tor ar runioù,
Ha kutuilhet an tommheoligoù brav;
Met meur a droad skuizh hon eus lakaet da gantren,
Abaoe an amzer gozh.
(Diskan)
Ni hon-daou hon eus foutouilhet er wazh,
Eus heol ar beure betek koan;
Met morioù ec'hon o deus yudet etrezomp
Abaoe an amzer gozh.
(Diskan)
Ha setu un dorn, ma c'hheneil feal !
Ha ro dimp unan dit !
Hag ur mell bannac'h a gemerimp,
Evit an amzer gozh.
(Diskan)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (en) National Post
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) HARRIS Paul & BAILEY, Karen : A Little Scottish Cookbook, Appletree Press, 2000 (ISBN 978-0-8628-1204-1)
  3. Pedenn a reer goude bezañ debret kig.
  4. Dic'houinañ e sgian-dubh, ar goustilh hengounel skosat, a ra an displeger kent he lemmañ.
  5. An displeger a sank e sgian-dubh en haggis hag en digor penn-da-benn.
  6. Loa ouzh loa.