Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Don Van Vliet |
Anv ganedigezh | Don Glen Vliet |
Anv-bihan | Don, Glen |
Anv-familh | Vliet, Van Vliet |
Lesanv | Captain Beefheart |
Deiziad ganedigezh | 15 Gen 1941 |
Lec'h ganedigezh | Glendale |
Deiziad ar marv | 17 Kzu 2010 |
Lec'h ar marv | Arcata |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | multiple sclerosis |
Pried | Jan Jenkins |
Den heverk | Frank Zappa |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Bet war ar studi e | Antelope Valley High School |
Lec'h labour | Kalifornia |
Deroù ar prantad labour | 1964 |
Dibenn ar prantad labour | 2010 |
Pladennrolladur | Captain Beefheart discography |
Oberenn heverk | Trout Mask Replica |
Luskad | abstract expressionism |
Ezel eus | The Magic Band |
Label sonerezh | A&M Records |
Lec'hienn ofisiel | http://www.beefheart.com/ |
Blog ofisiel | http://www.beefheart.com/ |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | Broadcast Music, Inc. |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, Smithsonian American Art Museum, Musée d'art moderne de Paris |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Captain Beefheart (Don Van Vliet eus e wir anv), ganet d'ar 15 a viz Genver 1941 e Glendale e Kalifornia ha marvet d'ar 17 a viz Kerzu 2010 a oa ur c'haner (ha soner hag aozer sonerezh àr un dro) hag ul livour stadunanat. Labouret en deus gant Frank Zappa.
Captain Beefheart, setu ur gwall hini a vez anavezet diouzhtu a-drugarez d'e vouezh daonet é tonet a donder e c'hourlañchenn. Don Van Vliet eo e anv gwirion. N'en deus ket gwerzhet pladennoù a-vilvern, met un dudenn ag an dibab er metoù "Underground" a oa anezhañ, degemeret mat e bladennoù get ar vurutellourion sonerezh, ha mammenn veur awen ur bochad arzourion àr e lerc'h (Beck, Tom Waits, Woody Allen, PJ Harvey, David Lynch, David Byrne, John Lydan ha re 'rall...).
Estroc'h evit ar sonerezh, dornet mat eo evit ar livañ hag ar c'hizelliñ a-c'houde amzer e vugaleaj (oberennoù zo a c'heller sellet doc'hte war golo pladennoù savet getoñ).
Mignon bras da Zappa e oa bet a-c'houde penn kentañ e vuhez arzel, pezh 'vez klevet e-barzh o oberennoù kentañ, blaz ar blues àrnezhe, pa oant e Cucamonga e Kalifornia. Studierion e oant bet e Lancaster e Kalifornia, en Antelope Valley High Skol. Da c'houde ec'h eas Zappa da Los Angeles, ha sevel ur strollad dibar get Kamaraded arall (Mothers of Invention). A-du 'rall, kaniñ a ra Van Vliet evit Zappa er sonenn "Willie the Pimp" ("Hot Rats" e 1969).
Neuze, da gCaptain Beefheart e troas Van Vliet e anv, ha moned en-dro da gorn-bro e yaouankiz ha sevel e strollad gwirion kentañ, e vMagic Band mojennek. Sonerezh liv ar blues arnezhoñ, ar blues druz ha lous blaz ar vuhez wirion ha kriz dezhoñ. Setu kement a berzh a rezont ma voent lakaet da sinañ get A&M, e 1967, ha nebeut goude e voe deuet er-maez o fladenn gentañ : Captain BEEFHEART & His Magic Band "Safe as Milk". Ry Cooder (yaouank-tre d'ar mare-se) a oa ba'r jeu ivez ! Souezhussaat degouezh !
Ur blues garv ha druz a za get Captain Beefheart, ha kemm erbet evit e bladennoù da heul (an eil a oa da vout "It Comes to You in a Plain Brown Wrapper", unan zoubl, met Bob Krasnow, melestrer ar strollad, ne oa ket a-du, ha neuze e teuy da vout unan simpl "Strictly Personal" e 1968). A-benn ar fin, pezh ne oa ket bet miret er bladenn-se a voe adlakaaet da vonet er-maez e 1971 get Van Vliet, feuket anezhañ, "Mirror Man" eo ar bladenn-se. Sonennoù hir, tennadoù mouezh pismigus, liv ar blues c'hoazh àr an tonioù-se met pell a-walc'h ag ar blues mod kozh ur sort !
Àr-lerc'h ar c'hudennoù-se get e di-embann pladennoù e voe kendrec'het Beefheart get Zappa da cheñch ha da zoned e-barzh e label dezhañ e-unan, "Straight Records". Digabestr e vo Beefheart adalek neuze, peadra da vagiñ e grouidigezh, a-bouez-bras evitoñ. Ha Van Vliet da ganiñ e-barzh sonennoù Zappa àr ar marc'had ! Neuze, e 1969, setu savet getoñ un album nevez, un iskis a oberenn ouzhpenn-se, ur bennoberenn pa lârer mat, "Trout Mask Replica" hec'h anv, kempennet get Zappa. 28 sonenn a ya d'ober an album-se, unan dibar ha souezhus anezhoñ, ne c'heller ket bout diseblant (d'an nebeutañ evit ar re o deus selaouet ar bladenn), pe e vezer heuget, pe strobinellet. N'eo ket diamzeriet avat, stert eo stagiñ an doare sonerezh-se doc'h ur prantad amzer... Da heul e vo "Lick My Decals Off, Baby", breurig d'e ziaraoger.
....
Ur pennad a-ziwoud "Trout Mask Replica" (1969)
Setu ur bladenn na vezer ket diseblant doc'h he selaou. Ur mell pezh unan eo, 28 sonenn a zo enni. Bep tachenn sonerezh a vez ergerzhet get Van Vliet, un iskis a zen mard eus unan, ne verna ket dezhoñ doujiñ doc'h koñvañsionoù ar sonerezh, ha pa vehe rock zoken.
E-barzh "Trout Mask Replica", n'eus ket lusk gwirion erbed, evit pezh a sell doc'h ur lusk a gasehe ar sonerezh ingal èl un orolaj. Kemmadurioù lusk e-leizh ne lavaran ket. Mem tra evit pezh a sell doc'h frammadur ar sonennoù, digabestr-krenn int anezhe, sonerezh difetis, son difetis ar gitar get tonioù iskis... Dihentet e c'hell bout an nen goude en devout selaouet an oberenn-se evit ar wezh kentañ, met tamm ha tamm e ta a-benn da ziluziañ ar milendall-se. Dizoloet vez a-nevez bep tro ma vez selaouet ! Sonerezh digabestr mard eus unan ! Luskadur digompez, gitar luziet, blaz ar blues luadennet àr ar c'han, àr un dro get sakso free jazz. Àr-lerc'h selaou ha selaou ar bladenn-se e teu diframmadur ar sonerezh-se da frammañ un dra bennak a-benn ar fin en hoc'h empenn. Gwir eo n'eo ket sonerezh evit diskuizhañ marteze, dav eo strivañ un tammig met doned a ra tamm ha tamm bep tro ma vez selaouet. Ha neuze, pa vez kavet an alc'hwez, pebezh pinvidigezhioù a zo e-barzh ! Arabat soñjal eo bet lakaet rac'h an drammoù-se dre zigouezh pe n'eus forzh penaos 'vat ! Don Van Vliet a zo mestr e-barzh e gegin, ha, paotr e ziskouarn figus, gouiet a ra teuziñ an traoù, ha peurlipat ar meuz.
Kinklet eo an album get ur bochad kavadennoù iskisoc'h an eil evit eben... Trouzioù ar vuhez pemdeziek, mousfent, enrolladennoù get ur pellgomzer ("China Pig"), tud é komz hag é safariñ, é tiskulien traoù kuzh, sonerion é tiskariñ ar sonerezh bet pleustret gete a-c'houde ur blead hag enrollet àr an toemm, ha me 'ouia-me... Rac'h an traoù-mañ kempennet buan ha buan get Zappa, setu pezh a lak an album-se da vout dibar anezhoñ...
Founnapl-tre e vehe bet savet sonerezh an album-mañ get Beefheart, met pleustret anezhoñ e-pad ur blead get e sonerion a-benn dislonkiñ ar bennoberenn-mañ a-benn ar fin, get un disoc'h pell a-walc'h ag an tonioù a-orin mechañs ! Un darzhadenn eo an albom-mañ a-benn ar fin, ur spered punk krenn ha krak, un nebeud bleioù a-raok bleiad ar bunked e 1977 ! Divarc'hiñ da vat, diskar klichedoù ar rock a-gozh. Daet eo a-benn ! Barzhoniezh zo ennañ ivez, kani Van Vliet avat !! C'hoari get ar gerioù a ra ivez. ....
E-skoaz an enrolladennoù-mañ e voe lakaet da zoned er-maez gant Beefheart pladennoù aesoc'h, eeunoc'h da ziskouarnioù an holl : "The Spotlight Kid" ha "Clear Spot" (ti-embann pladennoù Reprise) e 1972. Klask a ra skigniñ e sonerezh hag evit-se ne vo ket ken radikal e zibaboù sonerel, anes koll e ene avat. Perlezennoù a zo e-barzh an oberennoù-se ("I'm Gonna Booglarize You Baby", "When It Blows It Stacks", "Big Eyed Beans from Venus", "Golden Birdies", "My Head is My Only House Unless It Rains", ken fromus arall !). Daoust da dalvoudegezh an traoù-se, ne rejont ket berzh, ne voe ket gwerzhet pladennoù e-leizh. Setu eñ skarzhet kuit get e di-embann pladennoù ha gwazh ha se evitoñ : moned a ra kuit izili e strollad àr ar marc'had ! Setu adsavet getoñ tamm pe damm ur Magic Band nevez (graet e voe "Tragic Band" anezhañ get gwall deadoù). Klozet e voe ar prantad dipitus-mañ get div bladenn dister a-walc'h : "Unconditionally Guaranteed" ha "Bluejeans & Moonbeams". Gallout a raer tremen hep selaou ar pladennoù-se, ne oa ket en e vleud Van Vliet ha gwell eo ankounac'haat an traoù-se pa vez penn-oberennoù a-hent arall.
Zappa e-unan a zegas un taol-skoaz d'e vignon kozh, e-barzh ur strollad anvet "Bongo Fury" e 1975. Doned a ra mamenn an awen da strinkiñ a-nevez evit Beefheart get "Shiny Beast (Bat Chain Puller)" e 1978, get sikour e vMagic Band kemmet ur wezh c'hoazh (get "Black Jewel Kitabu", e gwirionez Eric Drew FELDMAN, hag a ray àr-dro ar Pixies ha Deus diwezhatoc'h, met setu un afer arall...). Ba'r jeu c'hoazh e voe Feldman evit ar bladenn da heul e 1980 : "Doc at The Radar Station", ur masterpiece anezhi, àr un dro get Antennae Jimmy SEMENS ha John "Drumbo" FRENCH,daet en-dro anezhe àr roudoù Van Vliet (àr e varlenn kentoc'h !), hag ivez get Gary LUCAS. Ur bladenn arall a voe e 1982, "Ice Cream for Crow", unan jaojabl ur sort ivez hag a voe kani diwezhañ a voe embannet get Beefheart. Aet eo d'ober e annez en un tu bennak en dezerzh Mojav, a-benn gouestlañ e amzer d'ar livadurezh. Souezhusaat den n'eur ket evit lakaat e-barzh ur rummad resis e-keñver e sonerezh, ken liesdoare e oa e oberennoù... Hag estroc'h evit ur aozour sonerezh e oa ur c'haner reizh dezhoñ ur vouezh korzailhennek ha fromus hag ivez ur sonour harmonika barrek, ur sonour sakso digabestr... ...
A-ziwoud "Doc At The Radar Station" (1980)
Un album "revival" evit Captain Beefheart àr-lerc'h un nebeud bleadoù diawenet un tammig. Diaes eo diluziañ e sonerezh hag e bozioù, emañ ret kemer an oberenn en e bezh ha mat pell zo ! Mousfent zo e-leizh en album-mañ, ha sonerezh iskis, met ar frammadur n'eo ket ken distabil hag e-barzh "Trout Mask Replica" ur sort ! Aesoc'h d'an diskouarn moarvat... ...
Goude "Ice Cream for Crow", e 1982, e tilaoskaas Beefheart ar sonerezh tamm pe damm hag en em reiñ d'ar liverezh, ha gober berzh... Ha gounit argant, ken nevezour en e livaj hag en e sonerezh kent. Bremañ emañ Van Vliet é chom e Kreiznoz California, klañvidik anezhoñ (skleroz) hag ar livañ a zo bet e fred kentañ e-kerzh ar bleadoù diwezhañ.
Ul levezon bras en deus bet (ha n'eo ket achu !) Captain Beefheart ha meneget 'vez ingal get ur yoc'h sonerion (Tom Waits, Clash, ha sonerion arall o doa kenlabouret un tammig get Van Vliet èl Eric Drew Feldman -Pere Ubu, Frank Black, PJ Harvey-, Gary Lucas -Jeff Buckley-).
Teir sonenn savet get Captain Beefheart, "The Party Of Special Things To Do", "China Pig" ha "Ashtray Heart" a zo bet adenrollet get the White Stripes en ur bladenn embannet bihan (1300 skwerenn anezhi e gwerzh) get ti-embann Sub Pop pladennoù e 2000.
Aet eo d'an Anaon d'ar 17 a viz an Azvent (miz Kerzu) 2010, un nebeud deizioù e-raok tapout e 70vet deiz ha blez.