Cara al sol, Canto de guerra y paz de Falange Española ("E-tal an heol", Kan a vrezel hag a beoc'h ar Falanks Spagnol"), a oa kan-bale ar faskourien-broadelourien e Spagn, bodet er Falange Española, ar Falanks Spagnol.
E miz Kerzu 1935 e oa bet savet ar pozioù. Kontañ a reer e oant bet savet gant José Antonio Primo de Rivera, krouer al luskad. Ar sonerezh orin a oa bet savet gant Juan Tellería (1895-1949) dindan an anv Amanecer e Cegama ("Tarzh-an-deiz e Zegama")[1].
Amanecer a oa bet ur strollad pop en devoa klasket adkemer ar ganaouenn e 1972 en ur bladenn anvet Cara al Sol, gant sonerezh modernoc'h ha kreñvoc'h. Emgannoù a oa bet gant izili ar Movimiento , an diktatouriezh frankist ar pezh a dalas ouzh an embann betek difenn lezennel ar strollad.
↑(es) González-Allende, Iker. Género Y Nación en la Narrativa Vasca Durante la Guerra Civil Española (1936-1939). University of Illinois at Urbana-Champaign, 2007, p. 248 (ISBN 978-0-5493-3785-0)
↑José Antonio Primo de Rivera a glaske kemmeskañ ar feiz kristen rik gant nerzh sokial an tu kleiz (sindikadoù, luskadoù pobl).
↑Ar Falange Española a oa ar strollad tostañ e Bro-Spagn ouzh ar strollad faskour italian. Francisco Franco hag a oa kilstourmer da vat a oa kounnaret gant ar fed-se.
↑Lugan deuet da vezañ hini al luskadoù broadelour a-du gant Franco e-pad Brezel Spagn ha goude-se