Tabut zo da c'houzout pelec'h e oa ganet Carlos Gardel. Kaoz a vez eus daou lec'h :
evit lod e oa bet ganet e Toloza diwar ur C'hallez, Marie Berthe Gardes, a oa aet da Arc'hantina da vevañ goude[1]. Evit an dud-se e vije deuet Carlos Gardel da vezañ keodedour eus Uruguay evit ma ne vefe ket rediet da vont d'an arme c'hall.
evit lod all e oa bet ganet e Tacuarembó, en Uruguay[2] ha desavet e vefe bet gant ur C'hallez diwezhatoc'h, Berthe Gardes.
Carlos Gardel e-unan n'en deus biskoazh lavaret sklaer pelec'h e oa bet ganet : a-wechoù e lavare e oa bet ganet e Buenos Aires d'an oad a zaou vloaz hanter, gwechoù all e responte da gazetennerien eus Uruguay e oa bet ganet e Tacuarembó, ha pa oa bet o kanañ e Bro-C'hall en doa gwelet tud eus familh Berthe Gardes ha diskleriet en doa e oa e familh dezhañ.