Elena Chiara Maria Antonia Carrara Spinelli, anavezetoc'h evel Clara Maffei, pe Chiara pe Chiarina (Bergamo, 13 a viz Meurzh 1814 – Milano, 13 a viz Gouere 1886) diwar anv he fried Andrea Maffei, a oa ur vroadelourez italian.
Merc'h e oa d'ar c'hont Giovanni Battista Carrara-Spinelli, barzh italianek, ha d'e bried ar gontez Ottavia Gàmbara. Pa oa seitek vloaz, en 1832, e timezas da Andrea Maffei, skrivagner, troour, kazetenner, en devoa c'hwezek vloaz warni. E Milano he devoa ur saloñs, e La Contrada del Monte di pietà, ha goude er Piazza Bergiojoso, a voe digoret en 1834, ma tegemere skrivagnerien hag arzourien illurañ ar vroadelouriezh eus kêr a-raok marevezh ar risorgimento, hag en o zouez Alessandro Manzoni, Giuseppe Verdi pe Giovanni Prati, enebet ouzh dalc'h Aostria, pa oa he fried o labourat er velestradurezh aostrian.