| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor lapillus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Contradusta | ||
Anv skiantel | |||
Contradusta lapillus Poppe, Tagero & Groh,2013 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Contradusta lapillus a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral ha dizoloet nevez 'zo a vev en donder er Meurvor Habask e-kichen inizi Filipinez draget an aliesañ etre 100 ha 250 m donder.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Poppe, Tagero & Groh nevez 'zo e 2013 dindan an anv genad Contradusta[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta lapillus bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit poent:
Kregin brav ha ral a vez kavet an aliesañ draget gant bagoù etre 100 ha 250 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 20 mm ha 29 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig pe ramz.
Contradusta bregeriana, Contradusta walkeri, daou spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask e-kichen inizi Filipinez.