Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet, Filipinez |
Anv e yezh-vamm an den | Douglas MacArthur |
Anv-bihan | Douglas |
Anv-familh | MacArthur |
Deiziad ganedigezh | 26 Gen 1880 |
Lec'h ganedigezh | Little Rock |
Deiziad ar marv | 5 Ebr 1964 |
Lec'h ar marv | Washington D.C. |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | kidney failure |
Lec'h douaridigezh | MacArthur Memorial |
Tad | Arthur MacArthur, Jr. |
Mamm | Mary Pinckney Hardy |
Breur pe c'hoar | Arthur MacArthur III |
Pried | Jean MacArthur, Louise Cromwell |
Bugel | Arthur McArthur IV |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, Dothraki |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | ofiser, army officer |
Karg | Chief of Staff of the United States Army |
Bet war ar studi e | United States Army Command and General Staff College, United States Military Academy, Milwaukee High School of the Arts |
Deroù ar prantad labour | 1903 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
A wisk | corncob pipe |
Perzhiad e | Brezel-bed kentañ |
Grad milourel | General of the Army |
Skour lu | Philippine Army, United States Army |
Darvoud-alc'hwez | Douglas MacArthur's escape from the Philippines |
Douglas MacArthur (26 a viz Genver 1880 – 5 a viz Ebrel 1964) a oa ur jeneral pemp steredenn stadunanat hag ur Field Marshal a orin skosat dre e dad. E penn Kuzul-meur al lu amerikan e voe e-pad ar bloavezhioù 1930, hag hollbouezus e voe e berzh e tachenn ar Meurvor Habask e-pad an Eil Brezel-bed[1]
Enoret e voe gant ar Vedalenn a Enor (Medal of Honor) evit e servij e-pad kampagn Filipinez, evel e dad Arthur MacArthur, Jr. ; an tad ha mab kentañ o vezañ enoret gant ar vedalenn-se e voent.
Douglas MacArthur e voe unan eus ar pemp den nemeto o vezañ bet tizhet ar renk a General of the Army el lu stadunanat, hag an hini nemetañ bet Field Marshal e lu Filipinez.
Ezel eus ur familh milourien, Douglas MacArthur a zo bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1880, e Little Rock Barracks, Little Rock, Arkansas, an tad a zo Arthur MacArthur Jr., ur c'habiten en US Army. Ar vamm Mary Pinkney Hardy MacArthur (lesanvet "Pinky"). Arthur Jr. a zo mab ar gwirour ha politikour skosat anvet Arthur MacArthur Sr..