El valle del Jarama (Traoñienn ar stêr Jarama) a zo ur ganaouenn saoznek hag a voe savet ar pozioù anezhi gant ar Skosad Alex McDade (1905-1937), hag eñ komiser politikel e Brigadenn Abraham Lincoln e-pad Brezel Spagn.
Da goulz Emgann Jarama (6-27 a viz C'hwevrer 1937) e voe-hi krouet, kemeret ton ar sonenn hengounel suamerikan El valle del Río Rojo evel diazez gant an aozerien.