Erna Flegel (11 a viz Gouere 1911 e Kiel – 16 a viz C'hwevrer 2006 e Mölln) a oa ur glañvdiourez alaman. E servij Adolf Hitler e voe eus miz Genver 1943 betek dibenn an Eil Brezel-bed. E-touez ar re ziwezhañ a chomas er Führerbunker e voe ha marteze a-walc'h e oa ennañ c'hoazh p'en em zistrujas Hitler. E skol-veur Humboldt (Berlin) e labouras gant Werner Haase, hag a oa unan eus mezeien Hitler. E dibenn ar brezel e voe kaset d'ar Reichskanzlei gant ar Groaz Ruz.
E-pad ma oa er Führerbunker e teuas da vezañ mignonez da vMagda Goebbels ; ha c'hoarvezout a reas dezhi ober war-dro ar vugale Goebbels betek o marv.
E-keit ha ma oa aloubet Berlin gant arme URSS e voe aliet da chom er bunker, rak ul lec'h diarvar e oa. Goude-se e voe goulennataet gant an Amerikaned.
E 1977 e voe lakaet foran dielloù eus an Eil Brezel-bed, en o zouez rentañ-kont hec'h atersadenn. Neuze ez eas kazetennerien zo da c'houlennata anezhi en ti-retred m'edo o chom.
Er film Der Untergang (2004) ez eo an aktorez Liza Boyarskaya a c'hoari he ferzh.
|