Francesco Albani

Francesco Albani
Koroll ar c'harantezioù
Kemenn da Vari, Mirdi ar Peniti.

Francesco Albani a oa ul livour italian barok eus ar XVIIvet kantved, ganet e Bologna e 1578, ha marvet eno ivez e 1660.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ganet e oa Bologna, e ti ur marc'hadour seiz. Deskiñ ar vicher a eure en e gêr c'henidik, gant ar Flamank Denijs Calvaert, ha goude-se mont da Roma. Eno e studias e ti Carracci hag e labouras e stal Andrea del Verrocchio. Ur c'hevezer da Domenichino ha Guido Reni e teuas da vezañ.

A-hervez e timezas d'ur gaer a wreg ha daouzek bugel en doe diganti, kaer pe gaeroc'h an holl anezho. Setu ma oant patromoù eus ar c'hentañ, ha marc'had-mat, dezhañ.

Kelenner eo bet da Giovanni Maria Galli da Bibiena ha Girolamo Bonini

Doare da livañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klasel ha skañv eo e zoare da livañ, gantañ e vez nimfezed hag aelezigoù noazh e-leizh (putti), o vousc'hoarzhin e-kreiz ur vro gaer, e taolennoù o deus levezonet betek livourien an XVIIIvet kantved.

Ar re wellañ eo :

  • Karantezioù Gwener hag Adonis, engravet gant Audran ;
  • Kibelladenn ha trec'h Gwener ;
  • Ar Peder Elfenn ;
  • Europa war an tarv.

Oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kouronkadenn Gwener, gant Francesco Albani, Mirdi al Louvre

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A. Bolognini Amorini, Vita del celebre pittore Francesco Albani, Bologna (1837)