Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Frank Miller |
Anv-bihan | Frank |
Anv-familh | Miller |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1957 |
Lec'h ganedigezh | Olney |
Pried | Lynn Varley |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | Bombastic Union 32 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
Lec'hienn ofisiel | http://frankmillerink.com |
Rummad tost | Category:Films directed by Frank Miller (comics), Category:Films with screenplays by Frank Miller (comics) |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Frank Miller (27 a viz Even 1957 en Olney, Maryland, Stadoù-Unanet) a zo un treser hag ur senarioour amerikan. Ul lodenn eus ar c'homics savet gantañ a zo bet lakaet da film.
Frank Miller a gasas e yaouankiz e Montpelier, er Vermont. Pa gogas da dresañ e teuas a-benn da lakaat embann e oberennoù gant embannerien vrudet evel Gold Key, DC Comics pe Marvel Comics. Merzet e voe da vat pa lakaas embann un istor e div lodenn e-barzh Spectacular Spider-Man. Neuze e voe lakaet da dresour Daredevil, ha goude-se e voe e karg eus ar senario ivez. Al lennerien koulz hag ar vurutellerien a voe plijet-bras gant e labour. Gantañ e voe krouet tudenn Elektra hag ul lodenn eus an elfennoù a grouas a gaver en-dro er film Daredevil (2003). Miller a savas 42 bennad eus Daredevil, hag ouzhpenn kemmañ an dudenn-se e lakaas holl ved ar c'homics da cheñch. E 1986 e labouras ivez war Elektra: Assassin gant Bill Sienkiewicz. Peurliesañ e vez lavaret e voe e barr e arz pa skrivas senario ar c'helc'hiad anvet Born Again (tresadennoù gant David Mazzucchelli) hag voe embannet e 1985.
Hiziv an deiz ez eo brudet dreist-holl a-drugarez d'e labour war Batman: The Dark Knight Returns hag an heuliad anvet Batman: The Dark Knight Strikes Again (DK2). Ennañ e kont istor Batman deuet da vezañ feuls, en un endro ken feuls all. Pellaet eo Miller diouzh skeudenn voas ar gourharoz a zegas ar justis.
Ouzhpenn labourat war dudennoù brudetañ an tiez-embann comics en deus Miller krouet meur a zudenn evel Ronin, Martha Washington, Big Guy And Rusty The Boy Robot, Hard Boiled, Sin City ha 300.
Frank Miller en deus skrivet senariooù evit ar sinema: Robocop 2 ha Robocop 3. Asambles gant Robert Rodríguez en deus graet war-dro film Sin City e 2005.
E 2005 e reas war-dro an heuliad anvet All-Star Batman and Robin The Boy Wonder, embannet gant All-Star (ur skour eus DC Comics eo), treset gant Jim Lee.
E 2007 e stagas gant ar film The Spirit, diazezet war an dudenn krouet gant Will Eisner. Dont a reas ar film er-maez e dibenn 2008 e Frañs.
Peurliesañ e lavarer e voe Daredevil Frank Miller evel ur c'hammed bras e bed ar c'homics, dreist-holl a-drugarez d'ar senario : nevesaet e voe ar c'homic-se dre ouzhpennañ tudennoù nevez, ha dre chom a-sav gant an istor karantez etre Daredevil ha The Black Widow hag a oa bet danvez pennañ istorioù Daredevil er bloavezhioù 1970.
Ouzhpenn da se e voe pouezus ivez doare tresañ Miller : buan e pellaas diouzh doare tresañ hengounel : finoc'h e voe e zoare da dresañ, ha kemmoù a zegasas a-fet aozañ ar pajennoù hag a-fet diskouez fiñvoù an tudennoù. Gwelout a reer e voe levezonet bras Miller gant ar manga. Meur a elfenn eus Japan a lakaas en e istorioù : ur sektenn ninja, armoù (sai) Elektra da skouer. Levezonet e voe Miller gant Lone Wolf and Cub gant Kazuo Koike ha Goseki Kojima, ha gwelet e vez alies e heuliad Ronin evel un doare da enoriñ an heuliad japanat-se. Pa voe embannet Lone Wolf & Cub er Stadoù-Unanet e voe treset ar goloioù gant Miller. Gant Sin City e tiskouezas ivez pegen barrek e oa a-fet mestroniañ an tresañ e gwenn ha du, hag ivez al livioù pennañ : melen, glaz ha ruz a voe implijet gantañ, pep liv o vezañ implijet en ul lodenn nemetken. Evit Sin City e resevas Miller pevar Will Eisner Award hag ivez priz an tresañ gwellañ/livañ gwellañ e 1993, hag ivez priz ar gwellañ tresour/senarioour.
Frank Miller en deus roet da c'houzout a-viskoazh e oa dedennet gant an armoù-tan, ar feulster hag ar surentez. Stank e voe al lennerien a gavas dezho e oa elefennoù gouennelour e-barzh 300, dre ma tiskouez Miller ar Bersed evel tud n'o deus tamm sevenadur ha tamm enor ebet. Ar memes evezhiadennoù a voe diwar-benn ar film.
D'an 9 a viz Meurzh 2006 ec'h embannas Frank Miller e save a-du gant politikerezh ar virourien mod nevez. Kement-se a zisklêrias e-pad un abadenn war ar chadenn skingomz amerikan NPR (National Public Radio). An atersadenn a c'haller klevout war al lec'hienn Little Green Football [1] hag adskrivet eo bet war The Atlasphere
[2].
|
|
|