Ur skrivagner hag ur politikour brezhon ha gall eo François-René de Chateaubriand. Bet ganet e Sant-Maloù e 1768 ha marvet e 1848 e Pariz, e dad, e familh liammet da hini Kastell-Briant, unan eus ar re goshañ e Breizh a oa kont Komborn hag e kastell ar gêr-mañ ez eas an tiegezh da chom e 1777. Pinvidik a-walc'h e oa an tad dre ober kenwerzh war borzh Sant-Maloù.
Kontet en deu-s François-René e vugaleaj en ur c'hastell kozh ha yen. Chom a rae en e unan eurvezioù-pad ha ne oa nemet e c'hoar yaouankañ, Lucie evit pourmen en domani asamblez. Ijinet en doa un dudenn faltazi, ur c'hoant a blac'h, ar Silfidenn, an hini nemeti prest evit selaou ouzh an huñvreoù a vage ar c'hrennard e dizarempred.
P'eo ar romantelezh liammet gant santimantoù an diaes e vez gwelet Chateaubriand evel tad al luskad lennegel a vo o flodiñ er bloavezhioù 1830.
Broudet gant klask an avantur ha ar gloar en em ouestlas el u gall pa oa 18 hag anvet e oa evel isletanant e rejimant Navarr. Treuziñ a reas ar meurvor evit mont da Norzhamerika e 1791. Goude e dimezi, ar bloaz war-lerc'h, ez eas e-barzh Lu an Divroidi a glaske herzel an Dispac'h gall ha lakaat ar roue gall war e dron en-dro. Gloazet eo bet e-pad sez Thionville e 1793 ha mont a reas da Londrez, paour-kenañ. Klask a reas gounid brud hag arc'hant dre al lennegezh ha skrivañ a reas Essai historique, politique et moral sur les révolutions considérées dans leurs rapports avec la Révolution française (Arnodskrid istorel, politikel ha kelennadurel war an dispac'hoù e-keñver an Dispac'h gall).
Dont a reas e Bro-C'hall en-dro pa veze siouloc'h ar vuhez politikel dindan ar Goñsuliezh. Anvet evel sekretour-kannati e kannati Roma e talc'h da skrivañ hervez ar modoù-spered nevez. Berzh a reas gant romantoù awenet gant e darempredoù gant an Indianed e Norzhamerika (Atala, 1801; les Natchez, 1826) pe romantoù war ar verzherien kristen (ar Verzherien, 1809). E arnodskrid, le Génie du Christianisme (Dreist-ijin ar Gristeniezh) en doa tapet ur vrud dibar pa oa bet embannet en deiz ma vo anavezet an Emglev etre ar Republik gall hag ar Sant-Sez e 1802.
Ken strafuilhet e voe gant skrapadenn ha lazhadenn dug a Enghien e roas e zilez eus e garg e kannati Roma e 1804. Priziet evel ur rouelour kerreizh e voe degemeret en Akademiezh c'hall e 1811 hag e labouras gant gouarnamant an Adsavidigezh e 1815. E 1822 e oe anvet evel kannad e Breizh-Veur hag Ministr an Diavaez eus 1822 betek 1824.
Ne brizias ket Dispac'h 1830 hag ar roue nevez, Fulup a Orléans, rak e kave gwelloc'h labourat gant lignez ar Vourboned, da lavaret eo, souten mab yaouank dalif an dug a Verri, Herri V a Vro-C'hall pelloc'h.
Ul levezon bras en deus François-René de Chateaubriand el lennegezh. Skrivañ a reas Théophile Gautier en doa "adsavet an iliz-veur gotek, dibrennet an Natur bras hag ijinet ar velkoni vodern". Liammet en deus an ijin hag ar santidigezh, met eztaolet en deus penaos e c'helle chom en ur bed goullo pa oa leun e spered hag e galon.