Galatia

Galatia a oa ur vro e menezioù kreiz Anatolia e Turkia a vremañ. Bevennet e oa en norzh gant Bithynia ha Paphlagonia, er reter gant ar Pontos, er su gant Lycaonia ha Kappadokia, hag er c'hornôg gant ar pezh a chome eus Phrygia, a oa bet aloubet an hanter anezhi gant ar Gelted[1]. Ankara, kêr-benn Turkia a vremañ, anvet Ancyra gwezhall, a oa ivez kêr-benn Galatia.

En anv-se e voe lakaet Galatia abalamour d’an divroidi gelt (Galated) a deuas d’ober o annez da greiz Azia-Vihanañ hag a renas ar vro adalek an IIIde kantved kent J.-K. Graet eo bet Galia ar reter anezhi hag ar skrivagnerien latin a rae Galli (Galianed) eus an annezidi.

Galatia kelt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Penn ur Galat war un oberenn arz thraciat.

Orin ar C’halated eo an divroadeg kelt bras a aloubas Makedonia, renet gant ar penngadour kelt Brennos. Aloubiñ a reas Bro-C’hres e 281 kent J.-K. gant un arme vras ha, goude bezañ bet harzet en Termopiloù e-pad mizioù, e voe trec'h en Emgann an Termopiloù (279 kent JK) hag ‎e preizhas kêr Delfi.

D’ar memes mare e oa ur strollad Kelted all o treuziñ Trakia gant maouezed ha bugale. Kuitaet o doa strollad Brennus e 279 ha kaset e oant bet eno gant o fennoù bras, Leonorius ha Lutarius.

Anadiñ a reas an alouberien gelt-mañ en Azia Minor e 278 pe 277 kent J.-K. Evel alies e oa bet galvet an alouberien gant ar roue Nikomedes Iañ Bithynia, a c'houlenne o skoazell en ur stourm tierniezh a-enep d'e vreur. Tri meuriad a dreuzas a mor eus Thracia betek Asia Minor : an Trocmi, an Tolistobogii and an Tectosages. War-dro 10 000 brezelour a vije bet en o zouez hag ar memes niver a vaouezed hag a vugale. Faezhet e voent gant ar roue Seleukid Antiokos Iañ, en ur gombat ma voent karget gant olifanted brezel ar Seleukided.

Ne voe ket diouennet ar meuriadoù kelt koulskoude. Anneziñ a rejont un dachenn e-kreiz Anatolia o tiazezañ e-giz-se un dachenn gelt nevez en Azia Minor e reter Phrygia, a voe badezet Galatia. Kreñvaet e voent gant divroidi all eus Europa. Ac'hano e preizhent Bithynia hag an holl vroioù amezek.

Brezelour galat gloazet, delwenn eus agora an Italianed e Delos, war-dro 100 kent J.-K., Mirdi broadel arkeologouriezh Aten

Edo an dTolistoboii o chom er c’hornôg gant o c’hêr-benn Pessinus, an dTectosages, er c’hreiz, en-dro da Ancyra hag an dTrocmi, er reter, en-dro da gêr Tavium. Deskrivet eo bet renad ar C’halated gant Strabon : hervez ar boazioù kelt e oa rannet pep meuriad e pevar c’hanton. Pep kanton a oa renet gant ur penn bras (anvet tetrarc’h gant Strabo) gant ur barner hag ur jeneral dindanañ. Galloud ar barner a oa diharz nemet en aferioù muntr e vefe : barnet e vezent dirak ur c’huzul 300 den tennet eus an daouzeg kanton ha bodet en ul lec’h sakr, ugent lev e mervent Ancyra, a hañval bezañ bet ur c’hoad gwez-derv sakr, dre ma veze graet « Drynemeton » anezhañ. Lezet e oa bet ar pep brasañ eus an douaroù hag ar c’hêrioù d’ar Gapadokianed a baee tailhoù d’o aotronez nevez. Mont a re-se d’ober un noblañs brezelourien a veve a-gostez e tiegezhioù kreñvaet.

Ar C’halianed a oa bezelourien vras hag istimet e oant evit se. En em ginnig a raent evel goprsoudarded, o stourm war un dro en daou du a-wezhioù e brezelioù bras ar grez-se. E-pad bloavezhioù e voe preizhet hanterenn gornôg Azia Minor gant ar C’halianed, evel kevredidi eus an eil tiern gresian pe egile, hep koll bras, betek ar mare ma’z ejont a-du gant ar priñs seleukid renavi Antioc’hos Hieraks, a renas en Asia Minor. Hieraks a glaskas kannañ ar roue Attalus I Pergamum (241–197 kent J.-K.), met er c’hontrol, ar c’heodedoù hellenizet unanet gantañ, hag armeoù hemañ diwezhañ a bilas ar Gelted da vat meur a wezh, war-dro 232 hag a redias anezhe da chom peoc’h er vro ma oant o chom dija. Tem ar Galian o vervel (Un delwenn vrudet war ziskouez war blasenn Pergamum) a chomas unan eus ar re vrudetañ en arz hellenek e-pad ur remziad.

Met ne oa ket diskaret da vat nerzh ar C’halated. Implijet e voent gant Roue Pergamum e-unan er brezelioù drastus a rae o reuz en Azia Minor. Anv zo ivez eus ur strollad e gopr gant Ptolemaios IV en Egipt a yeas kuit d’o bro abalamour d’ur fallaenn heol. E deroù an eil kantved kent J.-K. ez ejont a-du gant ar roue seleukid Antioc’hos Veur, ar roue seleukid diwezhañ a glaskas lakaat en-dro Asia Minor en e zalc’h. Trec’het e voe ar roue gant ar Romaned avat.

E 189 kent J.-K. e kasas ar Romaned un egerzhadenn renet gant Caius Manlius Vulso en o enep. Faezhet e voent da vat. Adalek neuze e oa diskaret o nerzhioù hag e teujont da vevañ dindan galloud rouantelezh ar Pontos . Dieubet e voent gant brezelioù Mithridates ma teujont da vezañ kevredidi c’hredus eus Roma.

War-dro 64 kent J.-K. e teuas Galatia da vezañ ur stad-pratik eus an impalaeriezh roman. Ne voe ket doujet ouzh ar c'hustumoù kozh ha tri fenn (anvet e gaou tetrarked) a voe anvet, unan evit pep meuriad. Met unan eus ar pennoù-se, Deiotarus a lakaas e grabanoù war an div detrarc'hiezh all, da vare Cicero ha Julius Caesar, hag a voe anavet ar Romaned evel roue Galatia nebeut goude.

Galatia roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Proviñs roman Galatia war-dro 120.

Pa varvas an trede roue, Amintas, e 25, e voe staget Galatia ouzh an impalaeriezh roman gant Augustus. Daoust da se e adsavas Pilamenes, hêr ar roue, un templ a oa dediet d'an doueez frijian, e-kichen Ankara, evit azeuliñ Augustus (Ar Monumentum Ancyranum), e testeni eus e fealded. War mogerioù an templ-se an hini eo eo bet dalc'het ar pep brasañ eus Res Gestae Augustus betek ennomp. Nebeut eus ar proviñsoù a voe ken feal ouzh Roma.

E-pad e eil beaj avielerezh Paol, gant Silas ha Timotheos (Aktoù 16:6), a weladennas Galatia, e lec'h ma chomas klañv ("Lizher d'ar C'halated" 4:13), ha ma prezegas an Aviel. E-pad e drede beaj e treuzas holl vroioù Galatia ha Phrygia (Aktoù 18:23). E-pad e veajoù e voe degemeret gant birvilh e Galatia. E Lystra e voe start-kenañ mirout ouzh an engroez da ober aberzhioù en enor da Baol, o soñjal e oa doueed anezhañ hag eus Barnabas (Ober a raent Hermes ha Zeus anezhe) (Aktoù 14:8-23), ur wezh pareet gant Paol un den "a oa nammet a-vihan ha n'en doa ket kerzhet morse" (Aktoù 14:8). Skrivet eo e teuas betek "beleg Zeus, a oa e dempl e-kichen dor ar geoded, gant oc'hen ha garlantezennoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh war un dro gant an engroez" (14:13). Paol a c'houlennas groñs gante chom hep ober ; diwezhatoc'h e voe badaouet gant un engroez Galated (Aktoù 18:19-20) ha lezet eno. En desped da se, ul lodenn eus ar C'halated a seblant bet gounezet d'ar relijion nevez (Gal.1:2b, e lec'h ma implijer ar ger lies "Ilizoù Galatia").

Ar C'halated a gomze atav ur yezh keltiek e koulz Sant-Yerom (347420 CE) a skrivas e veze komzet tost ar memes galianeg gant Galated Ancyra ha Treveri Augusta Treuerorum (Treves) e (Gallia belgica)[2].

War-dro 386-95 div broviñs nevez a gemeras lec'h Galatia : Galatia Prima ha Galatia Secunda or - Salutaris a oa staget outi ul lodenn eus Phrygia.

  1. Strabon, Plinius, Natural History 5.42
  2. Commentaire de l'épitre aux Galates, II, Chez Migne, Patrologia Latina XXVI, c. 382

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]