Giovanni dalle Bande Nere

Poltred Giovanni dalle Bande Nere,
pe Yann ar Roudennoù Du e brezhoneg,
livet gant Gian Paolo Pace, war ziskouez
e mirdi an Uffizi e Firenze.

Giovanni de' Medici, brudetoc'h evel Giovanni dalle Bande Nere (5 a viz Ebrel 1498-30 a viz Du 1526), a oa condottiero italian eus Forlì.

Ganet e oa Giovanni e Forlì, ur gêr eus hanternoz Italia, ha mab e oa da Giovanni de' Medici (anavezetoc'h evel il Popolano) ha Caterina Sforza, unan eus brudetañ gwragez an Azginivelezh italian.

Yaouankik e oa c'hoazh pa ziskouezas ampartiz er gourenoù hag arzoù ar brezel : marc'hegañ ha klezeiata. E vuntr kentañ a eure pa oa daouzek vloaz, ha dre ziv wech e voe harluet eus Firenze abalamour d'e emzalc'h divalav. Pried e oa da vMaria Salviati ha tad da g-Cosimo I de' Medici, kentañ dug-meur Toskana (1519-1574). Condottiero, pe kabiten goprsoudarded, e teuas da vezañ, implijet gant ar pab Leon X (Giovanni di Lorenzo de' Medici, kar dezhañ), ha kentañ brezel a reas e voe d'ar 5 a viz Meurzh 1516 er brezel a-enep Francesco Maria Iañ della Rovere, dug Urbino. Trec'h e voe warnañ a-benn daou zevezh warn-ugent. Sevel a reas un arme evitañ e-unan, soudarded war varc'h, mailhed war grogadoù prim ha berr.

E 1520 e voe trec'h ivez war un toullad baroned emsavet er Marche. Er bloaz goude ez eas ar pab Leon X d'ober emglev gant an impalaer Karl V a-enep ar roue gall Frañsez Iañ da glask tennañ digantañ Milano, Parma ha Piacenza ; Giovanni a voe galvet da zont dindan urzhioù Prospero Colonna, ha faezhet e voe ar C'hallaoued e Vaprio d'Adda e miz Du.

Delwenn en Uffizi.

Evel arouez e c'hlac'har pa varvas ar pab Leon X d'an 1 a viz Kerzu 1521 e lakeas roudenn du war e insignia, hag eus an ober-se eo e teu e lesanv, Giovanni dalle Bande Nere pe Giovanni (pe Yann) ar roudennoù Du. E miz Eost 1523 e voe gopraet gant an Impalaeriezh santel da gemer penn un arme hag e miz Genver 1524 e roas lamm d'an armeoù gall ha suis e Caprino Bergamasco. Er memes bloaz e teuas ur Medici all da vout pab, Klemañs VII.

Diskennidi Lodovico de' Medici (Giovanni dalle Bande Nere) e peder remziad
Lodovico de' Medici
Giovanni dalle Bande Nere
Mab:
Cosimo I de' Medici
Dug-meur Toskana
Mab-bihan:
Francesco I de' Medici
Dug-meur Toskana
Great-granddaughter:
Maria de' Medici
Rouanez Bro-C'hall
Great-Great-granddaughter:
Henrietta Maria Bro-C'hall
Rouanez Bro-Saoz

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]