Giuseppi Pitrè hervez skritur ar sikilianeg (Palermo, 22 Kerzu1841 – idem, 10 Ebrel1916[1]) a oa ur skrivagner, ur mezeg hag un denonioursikilian. Unan eus boulc'herien Istor ar vezegiezh eo bet, hogen anavezet eo dreist-holl evel ur folklorour, pa voe dastumer pennañ an hengoun sikilian. Etre 1871 ha 1913, ez aozas e bennoberenn Biblioteca delle tradizioni popolari siciliane ("Levraoueg hengounioù poblel Sikilia"), 25 levrenn enni.
E Palermo e voe ganet Giuseppe Pitrè en un tiegezh uvel ; gant e vamm hepken e voe desavet, pa oa marvet e dad, ur moarer anezhañ, gant an derzhienn velen en Orleañs Nevez e Louiziana.
E deroù ar bloavezhioù 1860 e kemeras perzh en Ergerzhadeg ar Mil da heul Giuseppe Garibaldi evit adunaniñ an Div Sikilia.
Da vezeg ez eas goude-se, evit ober war-dro ar beorien hag ar voraerien. Dre ma kleve bemdez istorioù ha kanaouennoù ar vro e krogas d'o dastum ha d'o studiañ. E 1868 ez embannas e oberenn gentañ, Sui canti popolari siciliani. Studio critico ("Diwar-benn ar c'hanaouennoù poblel sikilian – Studiadenn-varn").
E 1880, a-gevret gant Salvatore Salomone Marino, e krouas ar gelaouenn Archivio per lo studio delle tradizioni popolari, e voe ar rener anezhi betek 1906 ; dre ma oa ar gelaouenn hini bouezusañ he amzer a-fed studiañ ar folklor e kenskrivas G. Pitrè gant gouizieien eus ar bed a-bezh.
Er bloaz 1894 ez embannas ul levr a-zivout an hengoun poblel en Italia, e Toskana pergen.
E 1903 e voe anvet da brezidant Akademiezh Roueel ar Skiantoù hag al Lizhiri e Palermo.
E 1910 e voe diazezet e Palermo Mirdi an Dudouriezh, ma vodas G. Pitrè kemen traez en devoa dastumet a-hed e enklaskoù. Er memes bloaz e voe goulennet digantañ kelenn an demopsicologia – bredoniezh ar bobl, evel a rae-eñ eus ar folklor – e Skol-veur Palermo.